Tourisme Bretagne

Plage des Grands Sables - île de GroixPlage des Grands Sables - île de Groix
©Plage des Grands Sables - île de Groix|Francois Hurtaud
Voir la vidéo

Merdeiñ

Breizh, baradoz ar merdeiñ

Gant he 2700 kilometrad a aodoù avelet ingal, e tellez Breizh he brud a « baradoz ar merdeiñ ». Tost diniver eo an traoù a c’haller ober enno, a-drugarez d’al liesseurt-kenañ m’eo al lec’hiadoù.

Glad

Toget gant mein-glas, tamolodet er greunit, garlantezet gant man, an tiez giz-kozh a ziskouez un neuz diouto o-unan. Nepell ac’hano ez int gwaredet gant ur chapel. Er c’hêrioù ez eo an tiez o bannoù koad a laka an istor da vevañ, e gwasked ramparzhioù alies. Started ar c’hreñvlec’hioù a adkaver en tourioù-tan hag er chaoserioù a zegemer bigi kozh en-dro. Kemend-all a lec’hioù da « saouriñ » !

Ar boued

Debrit mat !
Diles eo ar c’heginerezh rak gwriziennet eo e teroueroù an argoad hag an arvor. Al laezh, treuzfurmet a-vras en amann-sall, ar pesked, ar boued-mor, an ed-du a gaver war ar roll-boued evel just ha rezon. War an daol ez a ar c’hrampouezh hag ar c’houign-amann da get ken buan ma vezer estonet. Eus tu ar pretioù ez eus mistri-geginerien ijinus a laka Breizh e-touez ar rannvroioù kentañ evit a sell ar boued.

GLAD NATUREL

“Gwelioù estlammus war ar mor, baeoù m’emaoc’h evel er gêr etre gwantennoù degemerus, lanneier strobinellus a-us ar c’harzhaoueg, tevennoù ec’hon o linennoù hoalus… Cheñch a ra an natur e pep korn-tro. Ur blezhenn a ra-hi gant an douar hag ar mor, an tachennoù gwerc’h hag obererezhioù mab-den, an didermen hag an douster. Ene Breizh a weler en traoù disheñvel-se. Ar binvidigezh-se, a vag ar faltazi ha startijenn ar vro, a vez gwarezet evel un dra brizius.”

Lec’hienn ofisiel Poellgor an Touristerezh e Breizh
Fermer