Mor, arvor ha takadoù gwarezet

Kaout preder dalc'hmat da wareziñ al lec'hioù dibar

Gant an talbenn mor hirañ e Frañs hag he lec'hioù naturel dibar ez eo gourenez Breizh ur vro ma kaver dremmvroioù ken disheñvel an eil diouzh eben ken ez eo ur souezh. Kement lec'hienn zo en dez un identelezh dezhi hec'h-unan, se zo kaoz omp mennet da vat da virout ha da wareziñ anezho, ar pezh ne c'hall ket bezañ dispartiet diouzh hor politikerezh evit an diorren padus.

Foto 1 Mor, arvor ha takadoù gwarezet Foto 2 Mor, arvor ha takadoù gwarezet Foto 3 Mor, arvor ha takadoù gwarezet Foto 4 Mor, arvor ha takadoù gwarezet

Park Naturel Rannvro Arvorig

 Krouet eo bet ar parkoù naturel rannvro evit gwareziñ ha reiñ lañs da dakadoù bras diwar ar maez a zo tud o chom enno
Mont a ra un tolead hag a ya eus harzoù Aodoù-an-Arvor, betek Molenez hag Eusa, d'ober Park Naturel Rannvro Arvorig. Ennañ emañ ivez gourenez Kraozon ha Menez Are.
Evit gouzout hiroc'h : http://www.pnr-armorique.fr/fr/index.html

Park Mor an Hirwazh

Krouet e oa bet an anvadur etrebroadel “gwarezva bevgelc'h” gant an UNESCO e 1976. Pal ar gwarezvaoù-se zo studiañ ha tennañ gounit eus ar pezh a vez graet evit tizhout ha delc'her ur c'hempouez etre gwareziñ an natur hag e vevliesseurted diouzh un tu, hag an diorren sokioarmerzhel evit ar broioù hag an dud diouzh an tu all.
20 enezennig, ganto stummoù liesseurt hag un ekosistem hep e bar, a ya d'ober gwarezva naturel an Hirwazh.
Evit gouzout hiroc'h : http://www.parc-marin-iroise.gouv.fr/index.php

Gwarezvaoù natur

Lakaet e vez un takad da warezva natur abalamour da wareziñ ur metoù diouzh an efedoù, deuet war-eeun diwar obererezhioù an den, a c'hallfe diheiañ anezhañ pe bezañ fall evit ar spesadoù a gaver ennañ. Gant ar gwarezvaoù-se e c'haller gwareziñ ha merañ an danvezioù naturel war hir amzer.
Ar gwarezvaoù naturel e Breizh : http://www.reserves-naturelles.org/reserves/region.asp?arbo=1.0&id=6

Mirva an Arvor

Gant Mirva an Arvor e c'haller gwareziñ da vat takadoù naturel ha dremmvroioù war an aodoù. Goude bezañ prenet un dachenn bresk pe en arvar e ra ar Mirva war-dro adlakaat e stad vat hag adkempenn anezhi. E-giz-se e c'hall bezañ gwarezet ha diorroet en un doare padus.
E miz Gouere 2009 ez ae 100 km aodoù, rannet etre 600 lec'hienn naturel, d'ober hollad an dachenn gwarezet gant Mirva an Arvor.
Lec'hiadoù Mirva an Arvor e Breizh : http://www.conservatoire-du-littoral.fr/front/process/Content.asp?rub=8&rubec=71

Natura 2000

Lusket eo bet ar raktres uhelek Natura 2000 gant Europa evit sevel ur rouedad lec'hiadoù ekologel. Daou bal zo : gwareziñ ar vevliesseurted ha reiñ lañs d'ar glad naturel en hon tiriadoù. Kavout a reer al lec'hiadoù Natura 2000 e pep lec'h en Europa abalamour d'an obererezh-se da vezañ kempoell evit gwareziñ ar spesadoù hag an annezioù naturel.
Al lec'hiadoù Natura 2000 e Breizh : http://natura2000.ecologie.gouv.fr/regions/REGFR52.html

Pennlec'hiad Frañs
Gwiriañ a ra al label Pennlec'hiad Frañs e vez gwarezet ha meret ul lec'hiad diouzh reolennoù an diorren padus, da lavaret eo gwareziñ an dremmvro ha “spered al lec'hioù”, kalite an degemer, lakaat tud ar vro hag ar gevelerien da gemer perzh e buhez ar pennlec'hiad.
Er rouedad ez eus 35 lec'hiad dibar, ha 4 anezho zo e Breizh :
Kaboù Erge-ar-Mor ha Frehel  :  liamm e-barzh al lec'hienn gozh
Abati Boporzh  :  http://www.abbaye-beauport.com/
Beg ar Raz : http://www.pointeduraz.com/
Tolzennad tevennoù Gavr-Kiberen : http://www.site-gavres-quiberon.fr/

Ar banniel glas

Stag eo al label Banniel Glas ouzh an touristerezh da vat. Diskouez a ra ur c'halite skouerius a-fet an endro.
Krouet e oa bet e 1985 gant Ofis Frañs an Diazezadur evit an Deskadurezh d'an Endro en Europa. Loreañ ha brudañ a ra bep bloaz ar c'humunioù hag ar porzhioù-bageal a vez o kas dibaouez ur politikerezh padus, a-fet enklaskoù ha seveniñ, evit un endro a galite.
Gant an ekolabel-mañ e c'haller sachañ evezh ar strollegezhioù lec'hel pe ar vererien porzhioù ha broudañ anezho neuze da zelc'her kont eus an endro en o filitikerezh diorren an armerzh hag an touristerezh pelloc'h eget ar pezh a vez goulennet gant ar sturiadoù broadel hag europat a ranker doujañ dezho.

Ar Bannieloù Glas e Breizh :
► An traezhennoù
Fouenant (Penn-ar-Bed) : Aodoù Kerler, Maner ar C'hoad, Klevareg, Kerbigorn, Kab Kozh
Rosko (Penn-ar-Bed) : Aod Porzh ar Saoz
Sant-Luner (Il-ha-Gwilen) : Aodoù Longchamp ar reter, Fosse aux Vaults
Gwened (Mor-Bihan) : Lenn-vor Koulev
► Ar porzhioù
Rosko (Penn-ar-Bed)
Kameled (Penn-ar-Bed)
Brest (Penn-ar-Bed) : Porzh ar Vilin Wenn
Pempoull (Aodoù-an-Arvor)
Binig (Aodoù-an-Arvor)
Sant-Ke-Porzh-Olued (Aodoù-an-Arvor)