Breizh engouestlet

Herberc'hierien skouerius bodet e-barzh ar « C'hlub Touristerezh Padus »

Unan eus ar Rannvroioù pennañ eo Breizh evit a sell ouzh an touristerezh e Frañs. An dra-se zo kaoz e vez kalz a dud e Breizh da vareoù zo eus ar bloaz ha dreist-holl e vezont stank e lec'hioù zo. Evit gwareziñ hec'h endro ha sikour an diorren war an dachenn he deus divizet Breizh mont war-zu an diorren touristel padus.

Foto 1 Breizh engouestlet Foto 2 Breizh engouestlet Foto 3 Breizh engouestlet

En em vodet eo an dud a labour war dachenn an touristerezh hag an dud a zo o vevañ en takadoù touristel evit mont war-raok abalamour da brientiñ touristerezh an amzer-da-zont. Kement obererezh kaset da benn dija a laka ac'hanomp da dostaat muioc'h-mui ouzh un doare touristerezh padus hag a skiant-vat.

Ul labour hir a vo d'ober ha n'emaomp nemet gant ar penn-kentañ. Fellout a ra deomp avat lakaat brudañ diwar vremañ an obererien a-fed touristerezh o deus grataet e lakafent o louc'h ekologel da zigreskiñ ha kalite ar vuhez da vont war wellaat, deomp da ziskouez e c'haller beajiñ en un doare all.

Pep hini en deus e lod d'ober evit gwareziñ hor planedenn, neuze labouromp holl asambles !

Un intrudu nevezus : ar C'hlub Touristerezh Padus

Savet eo bet ar « C'hlub Touristerezh Padus » digor d'ar bourchaserien a youl mont war-raok, evit skoazellañ anezho da zelc'her gant an diorren padus en o embregerezh. Dibabet eo bet an herberc'herien renablet amañ pelloc'h abalamour m'o deus grataet lakaat pevar zra diazez da dalvezout : un degemer a galite, ur politikerezh armerzhel ha sokial a skiant-vat, doujañ d'an endro.

Evit bezañ sur e vo kinniget ar pep gwellañ deoc'h a-fed kalite ha doujañs d'an engouestloù, eo bet amprouet an holl chomlec'hioù a roomp amañ hervez un hollad eko-notenniñ gant un embregerezh diavaez hag a labour war dachenn an touristerezh padus.

Dibabit ho lec'h degemer diouzh ho tepartamant : mont d'ar bajenn herberc'hiañ

Ur sturlevr 100% Touristerezh Padus

Lennit ar sturlevr « TAO Bretagne », unan eus ar sturlevrioù bihan hag a ginnig ar « chomlec'hioù a-zoare » dibabet diouzh dezverkoù an touristerezh padus.

Lec'hienn : http://viatao.com/

Petra eo an Touristerezh Padus ?

An touristerezh padus zo un doare touristerezh a skiant-vat hag a zouj, hag a warez war hir amzer an danvezioù naturel, sevenadurel ha sokial, a sikour an diorren ekonomikel ha sokial, a aesa d'an dud a zo o vevañ, o labourat pe o veajiñ en takadoù touristel da vezañ en o jeu, kement-se en un doare kengret ha reizh.

E Breizh e reomp kement a c'haller evit kavout ar c'hempouez, e-barzh gennad an touristerezh, etre al lodennoù armerzhel, sokial hag ar re a sell ouzh an endro. Labourat a reomp asambles gant an holl obererien war dachenn an touristerezh (herberc'hierien, ensavadurioù...), ar pennadurezhioù lec'hel ha rannvroel, ar vizitourien hag an annezidi evit mont a-stroll war-zu un touristerezh padusoc'h ha diouzh ment an den. Lusket omp amañ gant kaerder ha pinvidigezh an dremmvroioù hag ar glad naturel e Breizh, hag ivez gant ar sevenadur bev a vez treuzkaset gant ar Vretoned. Mar fell deomp gwareziñ glad Breizh ha lezel anezhañ war hol lerc'h gant ar remziadoù da zont eo poent ober un dra bennak !

Talvezout a ra touristerezh padus ha touristerezh a skiant-vat kement an eil hag egile, enno e kaver an holl seurtoù touristerezh a reer anv anezho izeloc'h hag a dalvez evit holl skourroù gennad an touristerezh (mor, menezioù, maezioù, evit an dud pinvidik ha kement zo).

Ekotouristerezh, touristerezh reizh, kengret, sokial... zo skourroù strishoc'h el luskad bras-se a glask stummañ ur bed gwelloc'h dre ar veaj.

Touristerezh reizh ha kengret

Sellet a ra dreist-holl ouzh an darempred etre an Norzh hag ar Su. Gant an touristerezh reizh e c'hall pobladoù ar Su tennañ muioc'h a c'hounid sokioarmerzhel diwar an touristerezh, rak asambles ganto e vez kaset war-raok hag evit gwellaat o stad bevañ.

Bodañ a ra an touristerezh kengret an doareoù touristerezh dazeilat a laka an dud hag ar c'hejañ e-kreiz ar veaj, hag a sikour diorren al lec'hioù m'int staliet. Lakaat tud ar vro da gemer perzh en obererezhioù touristel, doujañ an den en e-unan, ar sevenadurioù hag an endro, rannañ an danvezioù a vez produet en un doare reizh, setu aze diazezoù an doare touristerezh-se.