An ekojestroù

Ar boazioù mat evit ho vakañsoù

Ret eo delc'her gant ar boazioù mat ha pa vefec'h e vakañsoù. N'ankouait ket ar jestroù bihan a c'hall sikour gwareziñ hor glad naturel ha sevenadurel. Setu ur roll anezho, met re all zo c'hoazh evel-just.

Foto 1 An ekojestroù

► Implijout a ran doareoù treuzdougen naet pe ar re n'int ket ken saotrus hag ar re all : tren, kenweturañ, marc'h-houarn, kerzhet...
► Prenañ a ran traoù produet war al lec'h, da skouer, abalamour da sikour diorren an armerzh hag ar modoù d'ober lec'hel
► Dibab a ran an herberc'hioù a sikour an diorren padus hag an obererezhioù a zouj an endro
► Klask a ran chom hep implijout re a zour hag a energiezh
► Ne lezan ket ma lastez pe ma begoù sigaretennoù war ma lerc'h en natur ; delc'her a ran anezho ganin ken am bez kavet ur pod-lastez
► Diveskañ a ran al lastez evit talvoudekaat ar re a c'hall bezañ adaozet
► Bale a ran war ar gwenodennoù balizennet kuit da zistrujañ ar struzh ha da lakaat ar c'hrignerezh da vont war washaat
► Pa'z an da besketa e toujan d'an takadoù ha d'ar mareoù pesketaerezh ha sellet a ran mat a-raok petra eo ar mentoù bihanañ hag ar c'hementadoù aotreet, kuit da lakaat spesadoù zo en arvar
► Pa vezan e bourzh ur vag em bez un emzalc'h a skiant-vat ha kengret, ha pa vefen er porzh pe war vor. Evit gouzout hiroc'h war an eko-bageal : http://www.econav.org/
► Pa vezan o splujañ e klaskan chom hep touch d'ar strad ar muiañ ma c'hallan ha ne zegasan netra ac'hano ganin betek ar gorre