An darvoudoù bras

Adkavit hon dibab abadennoù meur eo arabat c’hwitañ anezho !

  • Baie du Mont Saint-Michel (35)

    Maraton Menez-Mikael-ar-Mor

    Dont a ra bep bloaz 5 000 a rederien, a anavezer mat dre o stumm da c'haolgammañ, war linenn an aplud evit Maraton Menez-Mikael-ar-Mor. A-benn d'an eur, pe d'ar mor pa lavarer gwelloc'h. Pa vezont o redek n'o dez ket kalz amzer da sellet ouzh kaerder al lec'h a zo lakaet e-touez glad bedel Mab-den. 

  • Troménie de Locronan

    Troveni Lokorn

    An abadenn-mañ zo un tamm evel ur steredenn-lostek hag a vefe an dud o c'hortoz anezhi da dremen. Bep c'hwec'h vloaz e c'hoarvez un darvoud hep e bar e parrez Lokorn : gant an Dromeni Vras, anezhi ul lid relijiel, e vezer kaset pell-pell en amzer dremenet, d'ur mare ma oa an drouized hollc'halloudus o ren.

  • Sonic Youth en concert à Saint Brieuc, lors du festival Art Rock

    Art rock

    Abaoe 1979 e vez lakaet, gant ar festival Art rock, an doareoù arz da gejañ an eil gant egile, en ur zegas brud war Sant-Brieg e-pad dibenn-sizhun ar Pantekost. Pop music hag arz a vremañ, sirk ha video… Setu ar pezh a gaver e-barzh ur sekred-kegin na vez ket diskuliet da forzh piv ! 

  • Festival Etonnants Voyageurs, Saint-Malo

    Beajourien Souezhus

    20 vloaz zo e kustum « bugale vihan Stevenson ha Conrad » en em gavout asambles ouzh troad mogerioù-kreñv Sant-Maloù. Pedet e vezomp bep bloaz e miz Mae, gant ar festival Beajourien Souezhus, da vevañ ur pezh avantur lennegel da-heul froudennoù ar skrivagnerien 

  • Piscine Saint-Georges, Les tombées de la nuit, Rennes (35)

    Abadennoù ar serr-noz

    N’eus ket par d’ar festival Abadennoù ar Serr-noz, e lec’h all ebet ne vez kinniget ur bennoberenn vras en opera war un dro gant un oberenn vihan da goulz merenn vihan, na lakaet janglerezh da-heul sonerezh. Amañ e kont an doare kement hag an danvez, ha ne vez ket gwelet danvez tud dizoare evit kelo-se.

  • Génération Breizh, Festival des Vieilles Charrues 2009, Carhaix (29)

    An Erer Kozh

    Daoust ma cheñch programm an Erer Kozh a vloaz da vloaz, e chom ar festival gant ar memes spered 18 vloaz zo, ur spered diazezet war al liesseurted hag un aergelc'h plijus etre mignoned, war arzourien brudet-kaer ha re all a vo brudet hepdale. Pemp leurenn, 80 arzour, 230 000 arvester... N'oc'h ket evit tremen hebiou an darvoud pouezus-se !

  • Festival de Jazz à Vannes

    Jazz e Gwened

    E Gwened n'eus ket kaz na dislavar etre jazz ha java. Ar pezh a weler splann gant ar festival a zegas swing, lusk ha begon e kêr 30 vloaz zo. Bev-birvidik an traoù eno ha pa vefed skuizh-marv... 

  • Festival de Cornouaille, Quimper (29)

    Gouelioù Kerne

    E 1923, pa oa Raymond Poincaré prezidant ar C'huzul, edo ar festival o kregiñ ganti. Gouestlet eo Gouelioù Kerne da sevenadur Breizh, pinvidik ha liesseurt.

  • Angela Bulloch : The Zebra Crossing - Regulations and General Directions, Ile de Nantes / création pérenne Estuaire 2009

    Aber

    Kinnig a ra ar gouel daouvloaziek Aber splujañ en arz a vremañ dre ur valeadenn digustum, 60 km a-hed al liger etre Naoned ha Sant-Nazer. An ijin eo spered diazez ar festival-mañ.

  • Balcon & Coublanc

    Astropolis

    Bep bloaz, bremañ ez eus pemzek vloaz zo, e vez un asez dispac'h kostez Brest : eno e vez bodet ar pep gwellañ eus ar sonerezh tekno da-geñver Astropolis, ur festival lusk an diaoul gantañ ! N'eo ket diskiblien al luskad a reer The second summer of love anezhañ evit c'hwitañ an emgav-se. 

  • François Schmitt, Diaphane plume rose d’un aurore, chapelle Saint-Drédeno, Saint-Gérand, L'art dans les chapelles, 2010

    An Arz er Chapelioù

    Bep bloaz en em laka an arz a vremañ da gejañ gant ar glad relijiel en un doare dibar. An Arz er chapelioù : traoù nevez en nevoù, a c’hallit krediñ.

  • Festival Interceltique de Lorient - Le Port

    Gouelioù etrekeltiek an Oriant

    Ouzhpenn 650 000 a dud a zeu bep bloaz da-heul an Oriant express. N'eus muntr luziet ebet da ziskoulmañ amañ, nemet selaou ar pep gwellañ eus ar sonerezh keltiek. 

  • Festival du Bout du Monde, Crozon

    Festival Penn pellañ ar bed

    Ur melting pot, ur pod kejaj, pe e vefed paotr pe blac'h. Splann eo d'an holl : diazezet eo festival Kraozon war an eskemm. Ha pa vefe aozet e penn pellañ ar bed emañ e brogrammadur el lec'h kreiz ma teu an holl seurtoù sonerezh da gejañ an eil gant egile. Ur c'hinnig a-feson neuze evit tremen un dibenn-sizhun digor war ar bed. 

  • Festival Chants de Marin, Paimpol (22)

    Festival ar C'hanaouennoù Martoloded

    E Pempoull, bep daou vloaz, e vez birvilh ha plijadur leizh ar c'haeoù gant ur 100 000 a arvesterien. Gant ar festival-mañ, troet war ar sonerezh hag ar mor, e vez pep a flammenn o lugerniñ en holl borzhioù ar bed. Un digarez a-feson deoc'h da vezañ evel ur pesk en dour.

  • Route du Rock, Saint-Malo (35)

     Hent ar rock

    Anat eo d'an holl bremañ : bep bloaz e miz Eost e weler ur c'hasedig e doare penn un den marv, daou askorn dindanañ evel banniel ar vorlaeron, o plavañ a-us Sant-Maloù. Kemenn a ra deomp eo distro Hent ar Rock, ur festival gouestlet penn-da-benn d'ar sonerezhioù brit-pop ha rock breizhveuriat. Ha pennoù plijadur e-leizh enno a vez gant ar 15 000 arvester pa vezont o tistreiñ d'ar gêr… 

  • Festival du Film Britannique, Dinard (35)

    Festival ar filmoù eus Breizh-Veur

    Gant piv ez ay an Hitchcock aour ? Bep bloaz e vez dalc'het arvesterien Dinarzh e-pign e-pad ur reuziad diziwezh gant ar memes goulenn. Peogwir emañ Kezar gant pennoù-bras ar gêr-benn ez eo Alfred a zo bet lakaet da arouez an emgav evit ar re a blij dezho gwelet filmoù c'hoariet e yezh William. 

  • Festival Quai des Bulles, Saint-Malo (35)

    Kae ar Lagadennoù

    Dibenn-sizhun diwezhañ miz Here, setu ur garrezenn leun-mat e-barzh deiziataer sevenadurel Breizh, hag un digarez da 400 aozer BT d’en em gavout da-geñver ar festival Kae al Lagadennoù. Ober ar plankenn e Sant-Maloù, n’eus ket peadra da vezañ estonet.

  • "399 secondes" de Fabrice Melquiot, mise en scène Stanislas Nordey

    Leurennañ

    N’en deus bet ezhomm ar festival Leurennañ nemet un toullad bloavezhioù evit dont da vezañ al lec’h ma rank ar grouerien war dachenn ar c’hoariva hag an dañs tremen a-raok mont da festival Avignon. Ur festival er penn a-raok ha ne laka ket an arvesterien da vont a-raok ! 

  • Aggtelek, The posthumous end as physical prolongation, 2010.

    Atalieroù Roazhon

    Abaoe 2008 e vez graet gant diskouezadeg daouvloaziek an arz a vremañ, Atalieroù Roazhon, kement a ranker ober evit diskouez d'ar muiañ a dud un danvez arzel a vez kontet da diaes da intent ha graet evit an dud desket hepken. E Kouent ar Jakobined, en aveadurioù sevenadurel pe el lec'hioù foran, eo digor an arz a vremañ d'an holl. 

  • Fête des Remparts de Dinan (22)

    Gouel ar Ramparzhioù

    Daoust m'eo gouestlet ar gouel-mañ d'ar Grennamzer ez eo digor d'an holl memes tra. Ar re vihan koulz hag ar re vras a gav o flas er c'hoari roll drol-se bet ijinet e 1983. N'emañ ket an darvoud pouezus-se evit kêr ar Gwesklin war-nes ober e dalaroù. 

  • Spi Ouest France 2010

    Spi Ouest France

    Bep bloaz da vare Pask, da-geñver Spi Ouest France, e teu ar bigi dre lien war o c’hiz war un dro gant kleier Roma. Ur gwir oferenn vras eta evit ar re a blij ar regataoù bigi dezhe.