Troioù-bale war droad

Kilometradoù dizoleiñ en arvor hag en argoad

Ober e soñj ober troioù-bale war droad pa vezer e Breizh zo moarvat kaout c’hoant da veuziñ en natur  o toujañ ar c’hempouez hud etre mab-den hag e endro.

Foto 1 Troioù-bale war droad Foto 2 Troioù-bale war droad Foto 3 Troioù-bale war droad Foto 4 Troioù-bale war droad

Troioù-bale ha baleadennoù a ro an tu da glevet c’hwezhioù, klevet trouzioù, santout, tañva dilested ul lec’h bennak evit e gompren gwelloc’h. An digarez eo d’en em gavout e takadoù bet gwarezet n’ho pije morse gallet dizoleiñ a-hend-all. Dibab bezañ oberour e vakañsoù ez eo en ur mod hag ober diouzh gerioù Nicolas Bouvier ; « Lod a soñj dezho e reont ur veaj. E gwir ez eo ar veaj a ra pe a zisc’hra ac’hanoc’h. »

En e-unan, e koublad, gant e familh pe gant mignoned, dizoloit bravañ gweledvaoù Breizh a-drugarez d’ar gwenodennoù balizennet a ya dre zouar Arvorig. E Breizh a-bezh e kaver anezho. Gant ar miliadoù a gilometradoù gwenodennoù e viot heñchet etre an aberioù, ar c’hoadoù, al lanneier hag ar c’harzhaoueg. Etre tri rummad int rannet, ar BH (Tro-vale-hir)), ar BHB (Tro-vale-hir Bro) hag ar PB (pourmenadenn ha tro-vale).

BH, BHB ha PB

- Ar gwenodennoù Tro-vale-hir (BH) a dreuz Breizh a norzh da su, a reter da gornôg hag a hed an aod ivez. Gallout a rit bale meur a zevezh da-heul. Ret eo bezañ soñjet en un doare da zistreiñ d’al lec’h loc’hañ. (Balizennadur : linennoù gwenn – ruz). An hini vrudetañ zo hep mar « gwenodenn ar  Valtouterien » (pe BH 34) dre ma ro an tu d’ober tro ar vro.

- Ar gwenodennoù Tro-vale-hir Bro (BHB) zo anezho troioù termenet o hed hag a ro an tu d’ar valeerien da zistreiñ d’o foent loc’hañ. (Balizennadur : linenn melen ha ruz).

- An troiadoù Pourmenadennoù ha Troioù-bale (PB) zo bet soñjet evit an holl dud evit baleadennoù berr o fad– etre un eurvezh hag un devezh. (Balizennadur erbedet : linenn velen).
(Merkoù marilhet eus Kevread Frañs an troioù-bale  eo BH ha BHB)

Gouzout hiroc’h e lec’hienn ar gevredigezh www.randobreizh.org