Traezhennoù

Aodoù Breizh : traezh fin ha takadoù ledan

Ne c'haller ket chom hep anaout traezhennoù Breizh, a zo e-touez ar re gaerañ en Europa. Meur a stumm o deus ha liesseurt eo an aergelc'h a vez enno. Met heñvel int e-keñver un dra : o zraezh fin hag al livioù a bep seurt ma 'z a an oabl da gejañ gant ar mor.

Foto 1 Traezhennoù Foto 2 Traezhennoù Foto 3 Traezhennoù Foto 4 Traezhennoù Foto 5 Traezhennoù

Lec'hioù a-feson evit chom da ziskuizhañ pe ober sport zo eus aodoù Breizh. Pe e vefent oufoù bihan pe takadoù traezh fin pe bili divent ez eo an aodoù tachennoù frankiz digoust. Warno e c'hall an den bezañ en e jeu hag ar re vihan bevañ a bep seurt avanturioù.
Digor int d'an holl hag e surentez e vezer enno.

Tost ouzh an aod, mod pe vod

Eus ar reter d'ar c'hornôg, forzh pelec'h e vefed o vakañsiñ, e kaver war aodoù Breizh, a-hed 2800 km etre Mor Breizh hag ar Mor Atlantel, lec'hioù liesseurt evit kouronkañ. N'ho pez nemet un toullad metroù d'ober a-wechoù, pe 1 eur 30 hent d'ar muiañ pa vezer e Kreiz-Breizh. Evit ar re a blij dezho mont e-barzh an dour ne vez ket re bell an aod gwech ebet. Setu aze perzhioù mat ul ledenez !

Paradoz ar vugale, pe e vefent bras pe bihan

Kavout a reer war aodoù Breizh takadoù kouronkañ evezhiet ha kluboù evit ar vugale, anez koll gwir berzhioù naturel al lec'hioù-se. Plijout a ray d'ar familhoù profitañ eus tachennoù frank o kemer perzh e kenstrivadegoù kestell traezh, o tastum kregin, o rouzañ, o piknikañ pe o kouronkañ. War an traezhennoù e c'hall pep hini kavout traoù d'ober diouzh e zoare, ha pa ne oar ket neuial ! Ken gwir all eo evit ar re a blij ar sport dezho : kreizennoù merdeiñ zo e pep lec'h war an aodoù ha skolioù bageal a gaver e kement traezhenn zo pe dost. Evit an dud a blij dezho bezañ o-unan pe chom da hunvreal ez eus oufoù dizro ha sioul. Gallout a ra pep hini kaout e walc'h pa vez ar mare da wiskañ dilhad-kouronkañ ha da ledañ dienn heol, gant ma ne vefe ket gor an amzer.

Lec'hioù kaerañ arvor Breizh

Ar Sableg Vras en Enez-Groe, Añs ar Werje e Sant-Kouloum, Aod Langoz e Loktudi, Traezh ar Beleg e Tregastell, Aod ar Gwendraezh e Konk-Leon, ar Min Aour e Pennestin, Penn Bronn en Turball... meur a draezhenn a c'hallfe bezañ lakaet da draezhenn gaerañ Breizh. C'hwi hoc'h-unan avat a vo gouest da ziskoachañ al lec'h re-bar d'ur baradoz a viot sot gantañ.

Bezhin glas

Adkavit kement a zo da c'houzout diwar-benn ar bezhin glas.