Pesketaerezh

Pesketa e Breizh : pegit er vouedenn !

Bro ar pesketaerezh eo Breizh, hep mar ebet ! Bagoù-pesketa, anezho chaluterioù liesliv, aodoù  divent dizoloet pa vez reverzhioù bras, gwazhioù o redek a-hed ribloù en disheol, lennoù sioul ganto un aergelc'h etre ar mor hag ar stêrioù... amañ e seblant pep tra bezañ graet da sachañ ar besketaerien.

Foto 1 Pesketaerezh Foto 2 Pesketaerezh Foto 3 Pesketaerezh Foto 4 Pesketaerezh

Bez' ez eus ur bern spesadoù liesseurt e doureier Breizh, en o mesk kalz a ouennoù pesked priziet mat. Kavout a reer lec'hioù e-leizh evit pesketa hed-ha-hed an aod a 2370 km hirder.

Plijadurioù a bep seurt

War arvor Breizh e kaver a bep eil oufoù distro, tornaodoù hag aodoù hir enno traezh melen, diwar-se ez eo disheñvel ar blijadur a vez o pesketa diouzh al lec'h ha diouzh an oabl cheñch-dicheñch e livioù. Gant chal-dichal ar mareoù-mor e vez adtreset, meur a wech bemdez, neuz al lec'hioù ma tibabit lakaat ho linennoù. Marteze avat e vo gwell ganeoc'h mont da furchal e-touez ar reier gant ho pugale, da glask war-lerc'h loenedigoù ar mor a ra o annez en disterañ toull a gavont er bed-se, pinvidik ha kevrinus.

Deskiñ an tu

E diabarzh an douaroù ho po tro da dapout mandoged diouzh ho c'hoant, e-kreiz un natur sioul ha gwarezet. Pemp spesad pesked ha tregont a zo o vevañ er stêrioù a red dre ar maezioù digor bras pe distro a bep eil. Deoc'h neuze da higennañ eoged gouez pe karped marzhus.
Pe e vefe er mor pe er stêrioù, ouzhpenn an dud desket war an teknikoù a c'hall pesketa, gant-se n'ho pezet ket aon a glask en ober c'hwi ivez : e pep lec'h, pe dost, e vez aozet stajoù, troiadoù pesketa er mor asambles gant tud varrek, pe kentelioù war vord ar stêrioù.

Liammoù talvoudus :