Merdeiñ

Breizh, baradoz ar merdeiñ

Gant he 2700 kilometrad a aodoù avelet ingal, e tellez Breizh he brud a « baradoz ar merdeiñ ». Tost diniver eo an traoù a c’haller ober enno, a-drugarez d’al liesseurt-kenañ m’eo al lec’hiadoù.

Foto 1 Merdeiñ Foto 2 Merdeiñ Foto 3 Merdeiñ Foto 4 Merdeiñ Foto 5 Merdeiñ Foto 6 Merdeiñ Foto 7 Merdeiñ

O kregiñ ganti emaoc’h ? Bez’ e c’halloc’h en em silañ un deiz a enezenn da enezenn en ur c’hayak hag an deiz war-lerc’h ober un tañva d’ar bageal e pep surentez, a-drugarez da skolioù-bageal niverus ar vro. Ur surfer arroutet oc’h ? Deuit d’ober anaoudegezh gant ar gwellañ spotoù riklañ, darempredet gant ar gampioned vrasañ, a-raok klask ober kite-buggy (karr gant ur sarpant-nij).

Etre hengoun ha modernelezh

Skiant-prenet vras Breizh evit a sell ouzh ar merdeiñ a ro an tu dezhi da ginnig pourchasoù dibar. Amañ e vez kemmesket brav hengoun ha modernelezh, evel ma c’hoarvez alies e Breizh. Ne chom ket etre daou soñj ar skolioù-bageal, hag int aveet gant dafar efedus ha fiziadus, evit arnodiñ ha diorren pleustroù nevez (kite-surf). Eus mare krouidigezh skol vrudet ar Glenan en deus gouezet ar merdeiñ breizhat mirout ar pep gwellañ : an talvoudoù sportel ha denel.

Ur bedagogiezh azas

Monitourien diplomet a gaver er skolioù ha diouzh ezhommoù ar stajidi e vez ar bedagogiezh. En hoc’h-unan pe dre ur c’hlub, deuit d’ober anaoudegezh gant Breizh ar mor. Skolioù-bageal labelaet niverus ho tegemero, forzh peseurt live e vefec’h. Evit pleustriñ en ur mod distankoc’h, ur c’hoant trumm, e kavot hed-da-hed aodoù Breizh lec’hioù atiz aodoù : bigi greiet en a-raok, surentez gwarantet.
El lec’hienn Nautisme en Bretagne (Merdeiñ e Breizh),  e kinnig Formules Nautiques Bretagne deoc’h chomadennoù evit mont da vageal e kreizennoù hag a c’hall reiñ bod deoc’h : m’emaoc’h o klask frammoù degemer evit klasoù mor pe klasoù dizoleiñ, chomadennoù merdeiñ evit re yaouank pe familhoù, prientit dinec’h ur chomadenn na viot ket evit ankounac’haat.

 Gouzout hiroc’h : Nautisme en Bretagne

Kit ivez en hol lec’hienn a-ratozh : www.osez-tourismebretagne.com