Marc’hegezh

War varc’h, evit dizoleiñ Breizh

Kit war varc’h d’ober anaoudegezh gant Breizh ! An hentad Equibreizh a ginnig 2600 km pourmenadennoù  e kalon ar vro.

.

Foto 1 Marc’hegezh Foto 2 Marc’hegezh Foto 3 Marc’hegezh Foto 4 Marc’hegezh Foto 5 Marc’hegezh

« War varc’h, evel-just ».  Un hengoun kozh a douristerezh war varc’h he deus Breizh gant al liesseurt m’eo he dremmvroioù. Hedañ traezhennoù traezh tanav, mont dre lanneier an Argoad pe tremen nepell diouzh lec’hiadoù touristel meur, e berr gomzoù, galoupat a souezhadenn da fromadenn.

Pa’z eont gant an Equibreizh, hentad marc’hegezh rannvroel, e c’hall ar varc’hegerien ober o mad eus un droiad vras zo bet lakaet biroù warni (2600 kilometr bennak). Deoc’h-c’hwi da dresañ hoc’h hent diouzh ho c’hoant war hentoù mat da drotañ koulz ha da c’haloupat. Ur balizennadur unvan hag eeun zo un aezamant evit kavout e hent.  Gallout a rit evel-se pourmen hep dañjer ebet hag ober ho mad eus aezamantoù a bep seurt. E pep arsav eus an droiad, grit un ehan a-raok mont gant an hent en-dro (herberc’h, predañ…) .

Gouzout hiroc’h war www.equibreizh.com

Al lec’hienn Osez : http://osez.tourismebretagne.com