Hentoù glas

Eizh hentad bras a hentoù glas ouzh ho kortoz

Evit dizoleiñ Breizh war varc’h-houarn, met ivez war droad pe war varc’h, ez eus ur rouedad a eizh hentad bras a hentoù glas o c’hortoz ar re zo tik gant ar vakañsoù en natur.  En tu-hont da 800 km a halajoù, a hentoù-houarn kozh  bet terket pe a hentoù bihan evit mont ha dont er vro en aer yac’h, ha kement-se hep strivañ pe dost !

Foto 1 Hentoù glas Foto 2 Hentoù glas Foto 3 Hentoù glas

Hedañ stêrioù ha kanolioù Breizh, kuitaat aod ar Vein Ruz evit mont da gaout ar Mor-Bihan, mont a-dreuz Menez-Are pe ar Menezioù Du… niverus eo ar mennozhioù pourmen ha ken brav an eil hag egile !

Dre ma’z int suraet hag aes, en disheol hag en dizavel peurliesañ, ez eo mat an hentadoù glas evit an holl. Evit ma vint aesoc’h c’hoazh d’ar re a ya ganto ez int bet balizennet en daou ster ha suraet. Servijoù nes diouzh ezhommoù ar valeerien a gaver hed-da-hed an hentadoù : arsavioù bale, bodoù « Etape Rando Bretagne », ratreerien, feurmerien, titouroù… Eus ar c’hêrioù brudet d’ar c’hêriadennoù birvilh enno,  beajit evel ma keroc’h gant ho familh pe gant mignoned e-pad un endervezh pe meur a zevezh ha sellit pegen brav eo an dremmvroioù.

Prientiñ ho peaj

Adkavit an holl ditouroù rekis evit aozañ ho chomadenn war varc’h-houarn el lec’hienn www.randobreizh.com, ha war un toullad teulioù all ivez :

  • ar gartenn « Voies vertes de Bretagne » embannet gant PRT Breizh,
  • al levr « La Bretagne par les voies vertes » hag al levr-heñchañ  « La Bretagne à vélo » - Levrenn 1 gant an embannadurioù Ouest France,
  • ha meur a deul all embannet gant an Departamantoù pe ar Broioù Touristel.

Lakait derc’hel hoc’h ehanoù er bodoù Etape Rando Bretagne

Evit hoc’h ehanoù ez eo bet kizidikaet herberc’herien Etape Rando Bretagne ha renablet int bet evit o barregezh da zegemer evit un nozvezh ha tre e-kichen an hentadoù (nebeutoc’h eget 5 km evit ar varc’hhouarnerien hag ar varc’hegerien, nebeutoc’h eget 2 km evit ar gerzhourien) an douristed baleerien-vro pe ar re a zibab chom en ul lec’h.

Pe e vefe en ul leti, ur gambr ostizien, un herberc’h yaouankiz, un dachenn-gampiñ pe ur bod-arsav, atav e kavot aveadurioù ha servijoù diouzh hoc’h ezhommoù : sal marc’hoù-houarn, leur-walc’hiñ,  sal-gannañ, treuzdougen ar malizennoù, predoù diouzh ho c’hoant, titouroù war an hentadoù…

Adkavit anezho war ar gartenn « Voies vertes de Bretagne » pe war gartenn etreoberiat al lec’hienn www.randobreizh.com evit un deskrivadur dre ar munud hag ul lec’hiadur.

Feurmit ho tafar e ti un den a vicher

Adkavit roll ar feurmerien marc’hoù-houarn war ar gartenn « Voies vertes de Bretagne » ha sellit ouzh hini ar ratreerien el lec’hienn www.randobreizh.com

Ur veaj hep bezañ strobet gant ar marc’h-houarn evit an distro, setu aze ur servij a vez kinniget  gant meur a feurmer a vicher eus Breizh.

Evit ar re a garfe kemer an amzer d’ober ur bourmenadenn war velo e kêr, setu aze un nebeud mennozhioù mat evit feurmiñ beloioù emservij : Vélo Star e Roazhon www.levelostar.fr ha Vélocéa e Gwened - www.velocea.fr

Marc’h-houarn ha tren lerc’h-ouzh-lerc’h

Rouedadoù al linennoù TTB ha THR a ro an tu d’ober gant meur a zoare beajiñ d’an douristed baleerien-vro.

Gant an SNCF ez eus bet savet kevelerezhioù (« label feurmerien ») gant feurmerien marc’hoù-houarn a vicher, lec’hiet nepell diouzh an tiez-gar. Gant-se e c’hall ar veajourien bezañ dinec’h e-keñver kalite ar servij hag ober o mad eus prizioù izeloc’h !

Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh ar gartenn etreoberiat Tren + Belo e lec’hienn www.ter-sncf.com/bretagne

Mennozhioù divoas all

 Al Linenn Bae, un doare d’ober anaoudegezh gant Menez-Mikael gant ur c’hinnig tren + karr-boutin + marc’h-houarn  lerc’h-ouzh-lerc’h -   www.lignebaie.fr

 « Distouver » Ledenez Kiberen, ur c’harrdren kartennoù-post ma c’hall ar varc’houarnerien mont e-bourzh gant o beloioù evit dizoleiñ al Ledenez ken sioul ha tra.