Golf

E Breizh e kaver un toullad mat a hentadoù golf a-zoare, koulz en arvor hag en argoad. Kinnig a reomp deoc'h ergerzhet hentadoù teknikel a bep seurt, bet krouet e lec'hioù disheñvel, pe e vefent e bord ar mor pe e-mesk al lanneier bleuñvek.

Foto 1 Golf Foto 2 Golf Foto 3 Golf

Meur a stumm a c'hall kaout an hentadoù e Breizh hag an traoù naturel o dez o lod en afer ivez evit aesaat pe luziañ ar c'hoari : etre an avelioù, an heol hag ar fru ez eo ar golf ur gwir zaeadenn. Just a-walc'h e vez aozet bep bloaz e Breizh, en dachenn gaer a zo e bord ar mor e Pleneg-Nantraezh, en Aodoù-an-Arvor, ur gevezadeg hag a gont evit ar Challenge Tour. Eno e vez c'hoarierien wellañ Europa.

Dre ar golfoù a gaver er vro-mañ, toullet er greunvaen evel e Sant-Maloù pe stummet en Aod Ouez er Gerveur, e weler splann penaos eo bet stummet personelezh Breizh gant ar mor hag he douaroù, penaos eo stag an dud enni ouzh an danvezioù naturel. A-hed an hentadoù e Breizh e weler un natur soutil ! E golf La Freslonnière, e-kichen Roazhon, e c'haller gwelet bodadoù brug-roz ha gouennoù gwez a bep seurt.

Splann eo aze e c'haller tañva ar perzhioù mat naturel a zo en hor rannvro hep damant... Se zo kaoz ivez e fell deomp, e Breizh, ma vefe doujet an endro hag e sikouromp an tachennoù golf a laka ar pouez war an emzalc'hoù a skiant-vat : dourañ en un doare ekologel, skignañ levrigoù da lakaat an dud d'anaout gwelloc'h al loened hag ar plant, diwall ar spesadoù gwarezet... dont a ra an takadoù-se da vezañ neuze lec'hioù a-feson evit doujañ ha gwareziñ an endro.

http://golf.tourismebretagne.com/