10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz

Sport, dizoloadennoù ha diduamantoù a yay d’ober ul lodenn eus ho vakañsoù. Ober a reot traoù na viot ket evit ankouaat. A-dra-sur e chomo engravet ar soñj anezho en ho memor evel e-barzh ar maen !

Foto 1 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz Foto 2 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz Foto 3 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz Foto 4 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz Foto 5 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz Foto 6 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 5 hag 11 vloaz

Kemerit perzh er c’honkourioù kestell traezh

Un dachenn c’hoari hep he far evit lezel hoc’h ijin da vont en-dro eo an traezhennoù : ur sailh, ur bal ha dao dezhi da sevel ur bed marzhus deoc’h-c’hwi hoc’h-unan ! Deoc’h da c’hoari eta evit kizellañ dre ar munud kastell ho hunvreoù oc’h implijout kement tra a c’haller kavout war an traezhennoù evit kinklañ anezhañ diouzh ho mod ; ar c’hoad peñse a ya d’ober ur pont-gwint, ar bezhin zo kement ha koadeier hag ar c’hregin a vez lakaet da deñzorioù prizius-kenañ.
Evit gouzout hiroc’h :
Breizh Sable Tour : www.sensation-bretagne.com/actus-breizh-sable-tour.php

Deuit da studiañ er skol-vageal !

C’hoant o deus ho pugale da wiskañ ur jiletenn-saveteiñ ha da wentañ war ar mor ? It d’ar skol-vageal da gemer ur gentel « optimist », anezhañ ur seurt bigi digor d’ar re yaouankañ, evit tañva ar blijadur o vageal e surentez. En unan eus ar 36 Points Passion Plage a zo staliet war an aod e kavot peadra da seveniñ c’hoant ho pugale da vont war vor, ha da zegas plijadur e-leizh dezho.
Evit gouzout hiroc’h :
Bageal e Breizh : www.nautismebretagne.fr 
Points Passion Plage : www.pointplage.fr 

C’hoariit ho priñsez pe ho marc’heg

Combat de chevaliers pendant la fête des remparts à Dinan

Gant ar gouelioù troet war ar Grennamzer e vezit lakaet da vont war gil en amzer : tournamantoù marc’heien, arvestoù janglerien, diskouezerien arzhed, marc’hadoù artizanerezh… Gwiskit dilhad eus ar Grennamzer ha harnezioù, deoc’h da vont e-barzh ar jeu da vat ha d’ober ur veaj digredus en amzer dremenet da-geñver unan eus gouelioù ar Grennamzer a vez kavet stank a-walc’h e Breizh e-kerzh an hañv.
Evit gouzout hiroc’h :
Gouel ar ramparzhioù e Dinan
Gouelioù istorel e Gwened
Gouelioù ar Grennamzer e Henbont

Tremenit un devezh dirollet en un dachenn dudi

Kreizennoù-kouronkañ enno ruzioù-revr divent, manejoù strafuilhus, c’hoarioù dour… bezit prest evit un devezh dirollet ma vo c’hoarzhet ganeoc’h, sur. Amañ emaoc’h o vont da gaout plijadur e-leizh gant an diduamantoù ha da vezañ sebezet ken-ha-ken.

Evit gouzout hiroc’h : roll an tachennoù dudi

Deuit da welet tachenn Obeliks

Soñjit e 3000 peulvan renket keñver-ha-keñver en un dek aridennad bennak, a-hed 4 c’hilometr war un dachenn 40 hektar : aet oc’h e-barzh brasañ lec'hiad meurvaenek ar bed ! Savet e oa bet ar mell pezhioù maen-se 6000 bloaz zo ha diaes eo deomp c’hoazh displegañ ar perag eus ar regennadoù-se. Un dra zo sur avat : eno emañ tachenn c’hoari muiañ karet Obeliks !
Evit gouzout hiroc’h : Ti ar meurvein e Karnag

Danvez arkeologourien a vo ac’hanoc’h

Animations archéologie au château de la Hunaudaye

Dont a ra ar vugale da vezañ kar da Indiana Jones pa vezont e Breizh. War ar chanterioù furchal en em laka an danvez klaskerien, pep a damouez ha barroù livañ ganto, da doullañ ha da skrabat abalamour da ziskoachañ tammoù priaj, eskern loened, pe marteze ur c’hastell-kreñv ankouaet zoken pe ur c’hamp eus ar Ragistor.
Evit gouzout hiroc’h :
Kastell la Hunaudaye 
Abati Landevenneg 

It e bourzh ur vag war-zu an inizi

Donemat deoc’h e bourzh ar vag ! Evit gwelet lec’hioù disheñvel a-grenn diouzh hoc’h endro pemdez, pignit e-barzh unan eus an herrvigi niverus a vez o vont hag o tont a-hed aodoù Breizh da gas ac’hanoc’h betek inizi o anvioù strobinellus : ar Gerveur, Enez-Eusa, Enez-Vriad… Seblantout a ray d’ho pugale, a-us ar mor hag o blev e-barzh an avel, e vint o vont d’ober tro ar bed !

Evit gouzout hiroc’h : merdeadennoù war stêrioù ha war vor