10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 12 ha 16 vloaz

C’hoant o deus da vezañ gant mignoned, da gejañ gant tud all, da welet traoù nevez, d’ober eskemmoù… reishoc’h eget se n’eus ket d’an oadoù-se. Amañ e kavo ar grennarded peadra da vezañ diouzh o c’hoant frankiz evit brasañ aezamant o zud didrabas o spered da neuze.

Foto 1 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 12 ha 16 vloaz Foto 2 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 12 ha 16 vloaz Foto 3 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale etre 12 ha 16 vloaz

Seurfit war ar gwagennoù

N’eus ket par d’ar bageal dre lien evit kemer plijadur gant an avel hag e-mesk ar gwagennoù ! Ha pa vefe gant ur plankenn seurf, ur plankenn dre lien pe un driver, e c’hallot gwelet aodoù Breizh eus ar mor. C’hoant ho peus d’esaeañ traoù nevez ? Deuit da vezañ sot gant ar wave-ski, ar wakeboard, pe c’hoazh ar paddle-board.
Evit gouzout hiroc’h : http://osez.tourismebretagne.com/sur-l-eau 

Grit un achapadenn etrezek an inizi

Pignit war ho marc’h-houarn ha lev war-zu an inizi ! Grit un achap kaer er-maez d’an douar-bras, ho sac’h war ho kein hag ho marc’h-houarn ganeoc’h, evit ober anaoudegezh gant unan eus an 13 enezenn a zo war aodoù Breizh. Tachennoù avanturioù eo an inizi, met ivez lec’hioù sioul ha seder pa ne ra ar re vihanañ anezho nemet un toullad kilometroù karrez.
Evit gouzout hiroc’h : Inizi ha gourinizi 

Driblit war an traezhennoù

War aodoù Breizh e kaver takadoù traezh fin frank ma c’hallo ho krennarded dispakañ o nerzh kement ha ma karint. Mont a ray un toullad bili hag ur sac’h aod d’ober ar pal. An tredeog da c’hwitellat an taol-kas ha yao d’ur c’hrogad dirollet. Mont a ray ar re nerzhusañ da splujañ er mor e-pad an ehan, abalamour dezho da zistanañ !

Dañsit war don festivalioù an hañv

An Erer Kozh, Festival Penn ar Bed, Hent ar rock… a lakay ac’hanoc’h da gejañ gant tud a bep seurt oadoù e-mesk sonioù liesliv. En un aergelc’h gouel e vez bamet ar grennarded o selaou pennoù brudet ar rock e-keit ma vez o zud o tañsal war donioù eus ar bed-holl !
Evit gouzout hiroc’h : http://vibrez.tourismebretagne.com/j-ai-envie-de/musique-live

Mont ha dont war morioù ar bed

En Océanopolis e Brest, ul lec’h hep e bar en Europa, e splujot e-kreiz bevliesseurted ar mor. Kaset e viot da welet tri metoù (kerreizh, trovanel ha polel) ma reot anaoudegezh gant ouzhpenn 10 000 loen, anezho 1000 spesad disheñvel, e-barzh 50 akwariom. Boueta ar reuniged hag ar manked dirazoc’h, diskouezadegoù, filmoù… ez it da vezañ mailhed war bed ar morioù.
Evit gouzout hiroc’h : Océanopolis

Grit anaoudegezh gant bed ar bageal a vremañ

Ma plij ar mor, ar bagoù dre lien hag ar voraerien deoc’h, it hep termal betek Kêr ar bageal Eric Tabarly. En tu all d’an diskouezadegoù ordin e kinnig an egorenn virdiouriezh d’ar vizitourien bezañ lakaet penn-ouzh-penn gant nerzhioù an natur, ijinañ o bag dre lien o-unan, mont e bourzh ur gouelier galloudel, anezhañ unan lieskouc’h da redek, hag int neuze da dañva ar plijadurioù o vageal, evel pa vefent war vourzh ur gwir vag.
Evit gouzout hiroc’h : Kêr ar bageal Eric Tabarly

Lammit a skourr da skourr

Krapat betek penn nec’h ar gwez, pe dost, a vefe d’ho krad ? It asambles gant tout ar familh da dremen un devezh dispar en hentad avanturioù. Pont marmouz, treuzell mod Tirol, lianennoù evel Tarzan… kemerit un tañva eus ur bern obererezhioù dizañjer strewet en ur c’hoad meur a hektar dezhañ. Peadra da vezañ sebezet, sur !
Evit gouzout hiroc’h : Tachennoù dudi