10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale dindan 5 bloaz

D’an oad-se e krog ho “moused” d’estlammiñ ha d’ober anaoudegezh gant un endro hag a zegas santadurioù nevez dezho. Breizh zo un dachenn troioù-kaer d’ober enni hag ar mor ur bed da vezañ doñvaet adalek an oadoù kentañ.

Foto 1 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale dindan 5 bloaz Foto 2 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale dindan 5 bloaz Foto 3 10 soñj a-feson evit ar familhoù ganto bugale dindan 5 bloaz

Gwiskit heuzoù evit mont da loc’heta

pêche à pied

Ur sailh hag ur vazh-roued gantañ e c’hortoz an den ma tiskennfe ar mor, ha yao ! E-mesk ar reier emeur e bed ar c’hranked hag ar bigerniel. War an traezh, e-barzh hini ar c’hokez, ar rigadell hag ar c’hountelleged. Fentus eo klask tapout ar re diwezhañ-se o lakaat holen en o zoulloù a anavezer aes. Goude ma ne vefec’h ket sur e vo peadra da zebriñ gant se, ez eo un digarez d’aveliñ ho penn !
Evit gouzout hiroc’h :
Alioù fur evit mont da loc’heta : www.bretagne-environnement.org
Eurioù ar mareoù : www.shom.fr 

Lakait ho 5 skiant da zihuniñ                    

Hiziv an deiz ez eer d'ergerzhet ur park bleunion war e blant-...

jardin de Brocéliande

troad ! Hiziv an deiz ez eer d’ergerzhet ur park bleunioù war e blant-... troad ! Gant un hentad ma kaver tachadoù c’hoari bep an amzer, e vez lakaet an treid bihan d’ober anaoudegezh gant santadurioù nevez war ouzhpenn 45 danvez disheñvel : bolc’h ed-du, kregin, kouarz, traezh, kaoutchoug… Evit broudañ ho kleved, it etrezek ar Wenodenn Sonerezh d’ober anaoudegezh gant an anadennoù son : eno eo ur c’hoariadenn aes kompren, selaou ha krouiñ sonioù gant traoù bet dastumet er c’hoad !
Evit gouzout hiroc’h :
Kreizenn dizoleiñ ar son : www.decouvertesonore.info
An hentad « Dihun da dreid » : www.jardinsdebroceliande.fr 

 C’hoariit ho mousigoù

Port miniature de Beignon

Gwiskit jiletennoù-saveteiñ ha largit ar bosoù ! Mont a ra ar familh en he fezh e bourzh ur vagig tredan er miniporzh. Krogit e stur ur chaluter, ul lestr-treizh pe ul lestr dre dan, hag it war lennoù meur a hektar dezho, e bord koad Breselien pe hini Kergarter. Arabat koll an norzh !
Evit gouzout hiroc’h :
Récré Nature Kergarter : www.parcdesgrandschenes.fr
Miniporzh Sant-Maloù-Benion : www.cc-paysdeguer.fr

Kejit gant loened an ti-feurm

Poñsined, lapined, saout, moc’h… dirazo e vez bamet ar re vihanañ dalc’hmat. Kasit anezho d’ober un droiad en ti-feurm, dezho d’ober anaoudegezh gant diduamantoù ar maezioù eus Breizh, e lec’hioù gwirion. Plijadur o do ho pugale o c’hoari er plouz, o flourañ al lapined, o voueta ar yer, o tastum vioù pe o sikour goro ar saout.
Evit gouzout hiroc’h : www.bretagnealaferme.com
www.accueil-paysan-bretagne.com

 It da foetañ bro e Breizh war gein un azen

Balade en âne

 It holl a-c’haoliad ! Deskiñ a ray ho pugale, war bep a jav ha pep a dokarn war o fenn, mont war varc’h e-kerzh un endervezh. Goude troioù manej pe un tamm pourmenadenn war gein un azen pe ur pone, e vo prest ho tanvez marc’heien, laouen-bras anezho, da vont da c’haloupat dre ar “far west” !
Evit gouzout hiroc’h : www.bretagnealaferme.com 
www.accueil-paysan-bretagne.com

 Gwelit loened iskis e park al loened

Naissance des Autruches

Gallout a rit mont d’an dek park al loened bennak a zo er rannvro d’ober anaoudegezh gant loened liesseurt ha spesadoù digustum : deuet ez eus pandaed, struskañvaled, jirafed, c’hwiboned, lemureged… da Vreizh d’ober o annez ha d’ober re vihan zoken. Eno e tremeno ho pugale un devezh ennañ souezhadennoù ha kejadennoù dic’hortoz e-leizh, gant abadennoù ur wech dre vare abalamour dezho da welet buhez al loened en o endro naturel.
Evit gouzout hiroc’h : roll ar parkoù loened

 Mont war varc’h-houarn a-hed an hentoù glas

Deuit da bourmen gant ar familh a-bezh, didrubuilh da vat, a-hed unan eus an 8 hent glas a zo e Breizh. Un digarez e vo deoc’h hep mar ebet, ha pa vefec’h war ar maez, bord ar mor pe a-hed ar c’hanolioù, d’aveliñ ho penn hag ho skevent en disheol hag er gwasked. Gallout a ray ho pugale mont dinec’h war velo pe war droderez dre an hentoù suraet-se.
Evit gouzout hiroc’h :  an hentoù glas

Beajit gant an tren dre aezhenn

Pignit e-barzh unan eus trenioù touristel rouedad Breizh ha deuit da vezañ neuze mistri an hent-houarn. Lakaet e vez stlejerezioù kozh da vale adarre abalamour deoc’h da veajiñ e Breizh en un doare disheñvel ha da vont war gil en amzer. En em gavout a ra mekanikoù dre aezhenn en ti-gar, o anvioù La Vapeur du Trieux, Tire Bouchon, Le Léon à fer et à flots... 5 munutenn arsav !
Evit gouzout hiroc’h :
www.trains-touristiques.sncf.com
www.vapeurdutrieux.com