10 soñj a-feson evit ar c’houbladoù

C’hoant ho peus da vont d’ober un achapadenn daou-ha-daou, da vevañ traoù a-unvan, d’ober ehanoù romantel ? Deuit d’ober ur paouez ha da dañva asambles plijadurioù simpl en un endro a-zoare evit bezañ daou-ha-daou. Reiñ emgav e Gourenez Vreizh zo evel bevañ ur “maread strobinellus”.

Foto 1 10 soñj a-feson evit ar c’houbladoù Foto 2 10 soñj a-feson evit ar c’houbladoù Foto 3 10 soñj a-feson evit ar c’houbladoù Foto 4 10 soñj a-feson evit ar c’houbladoù

Kouskit kludet en ur wezenn

Une cabane dans les arbres…

Me Tarzan, te Jane ! Amañ n’eus lianenn ebet met un tokarn hag ur bodriel ganeoc’h, deoc’h da bignat betek ho neizh bouk. Pa viot kludet en ur wezenn kant vloaz, 10 metr a-us an douar, ho po ar blijadur da zihuniñ gant trouzioù ar c’hoadoù, ar pezh na vez anavezet nemet gant al lapoused hag ar gwiñvered. El lec’h digustum-se, kemerit amzer da sellet pizh ouzh an natur ha da ziskuizhañ en un endro tost da galon ar bugel a zo ennoc’h bepred.

Evit gouzout hiroc’h : www.lesormes.com

Roeñvit da serr-noz er Mor Bihan

Kayak de mer dans le Golfe du Morbihan

Pe e vefe ur plas pe daou ennañ ez eo ar c’haiak-mor ar vag a zere ar gwellañ evit bizitañ aodoù Breizh. E-kreiz ar Mor Bihan e riskler didrouz a-hed ar reier hag an oufoù evit sellet ouzh loened ar vro ha kaout, er pelloù, ur gwel kaer war an inizi. Da-geñver un ehan e vo brav deoc’h evañ ur bannac’h e skleur ar c’huzh-heol.
Evit gouzout hiroc’h : Pourmenadennoù mor er Mor-Bihan

Grit un ehan “struzh”

Eco-hôtel Yves Rocher, La Gacilly

Kemerit amzer da zistanañ en ul lec’h naturel 100 % hag en em lezit etre daouarn ampart tud ar stal gwezeladoù brudet diwar blant Yves Rocher. Lakaet e vo ho skiantoù da zihuniñ gant perzhioù mat ar plant a vez gounezet er c’hornad. Ul lec’h evel zo dleet evit bezañ daou-ha-daou ha kemer preder ganeoc’h hoc’h-unan e-kreiz un endro gwarezet.
Evit gouzout hiroc’h : www.lagreedeslandes.com

It da vale e Koad Amour Pont-Aven

Bosquet du Bois-Amour, Pont-Aven (29)

Ul lec’h brav, glasvez ennañ tout, hag a voe awenet Gauguin ha kalz re all gantañ, eo ar C’hoad Amour. Ur bourmenadenn romantel eo evit an neb a fell dezhañ en gavout e Pont-Aven dre an natur. Gant an droiad-se e vezer kaset, dre bontennoù bihan hag a dremen dreist ar stêr, betek ar strouezheier war uhelennoù Kêr al livourien. Ur valeadenn distanus eta a-raok mont d’ober tro ar palieroù arz hag ar stalioù er vourc’h vihan kaer-se.
Evit gouzout hiroc’h : Pont-Aven

It en ur rederig da arvestiñ ouzh Bae Menez-Mikael-ar-Mor

Coucher de soleil sur la Baie du Mont Saint-Michel

Etre tre ha lanv gwelit pegen kaer eo unan eus ar bravañ baeoù eus ar bed, diouzh lusk kezeg tenn Breizh. A arsav da arsav e c’hellot ober anaoudegezh gant teknikoù ar sevel meskl-park ha sekredoù al loc’heta, gant deñved-palud tro-dro deoc’h bepred ha Menez Mikael er pelloù..
Evit gouzout hiroc’h : www.decouvrirlabaie.com

Kerzhit war Gwenodenn an amourousted

Chaos du Huelgoat

E-kreiz Menez Are emañ an Uhelgoad a zo ur pezh mell reustladeg reier war ribl ul lenn vras. Pa’z eer da vale er c’hoad e c’haller chom a-sav e lec’hioù o anvioù mojennel. War-lerc’h “Gwenodenn an amourousted”, chomit asambles gant ho kavandad rak e bro ar Gorriganed emaoc’h: “Toull an Diaoul”, ar “Maen-Dogan” pe “Poull ar merc'hodennoù-dour”...
Evit gouzout hiroc’h : an Uhelgoad

An arz o kejañ gant al lec’hioù sakr

Bernard Cousinier, Passage, chapelle Notre-Dame de Joie, Le Gohazé, Saint-Thuriau, L'art dans les chapelles, 2004-2009

Soñjal a rae da veur a hini ne vefe ket eus an arz a vremañ e-maez ar palieroù : diwar vremañ e vez aozet diskouezadegoù e chapelioù Kreiz-Breizh. Diwar ar gejadenn etre ar glad relijiel hag ar c’hrouiñ a vremañ ez eus savet un droiad hep he far had-ha-hed traonienn ar Blavezh. Pe e viot saouzanet, fromet pe plijet-kaer, bepred ne chomot ket diseblant dirak ar gejadenn dic’hortoz-se !
Evit gouzout hiroc’h : www.artchapelles.com 

It da vro ar c’horriganezed

La Roche aux fées

Unan eus al lec'hiadoù meurvaenek kaerañ a zo e Breizh eo Maen ar Boudiged. Bez’ ez eus ivez un toullad mojennoù bev-mat c’hoazh diwar e benn. Hervez unan anezho e c’hall ur c’houblad gouzout penaos e vo e amzer-da-zont a-fet karantez o vont, pep hini diouzh e du, da gontañ an niver a vein a ya d’ober an alez toet. Ma kaver ar memes disoc’h e vezor eürus hep mar ebet !
Evit gouzout hiroc’h : Maen ar Boudiged