10 soñj a-feson evit an oadourien yaouank

Etre 16 ha 25 bloaz oc’h, emaoc’h en ur skipailh mignoned pe mignonezed, pe ur strollad meur a goublad, ha c’hoant bras ho peus d’en em ziduañ da vat ? Deuit da Vreizh da vevañ mareoù plijus etre mignoned, vakañsoù troet war ar festoù hag an dizoleiñ.

Esaeit ar c’hatamaran gant mignoned

C’hoant ho peus d’ober tizh ? Deuit da dapout ho kwalc’h a fromadennoù e bourzh ur c’hatamaran. Gwiskit pep a sae-bageal, lammit war an trampolinoù ha tapit krog er stur hag er skoudoù. C’hwezet eo ar gouelioù gant an avel ha setu yao d’ur reuziad riklañ, tra ken ! Mont a reot a-benn er gwagennoù en donvor, anez ankouaat ar gwel kaer ho po war an aod.
Evit gouzout hiroc’h : http://osez.tourismebretagne.com/sur-l-eau/catamaran-et-deriveur

Grit un “ehan glad” e MP3

 

Lakait ho selaouelloù ouzh ho tivskouarn hag it da vale e straedoù kozh pavezet ar C’hêrioù arz hag istor eus Breizh evit ur weladenn klevheñchet. Kaset e viot gant ho « mignon galloudel » betek lec’hioù arouezusañ ar glad kaer-se. Gallout a reot e-giz-se anaout ar c’hêrioù war ho pouezig, deoc’h da chom a-sav war ul leurenn-ostaleri pe er stalioù pa garot.
Evit gouzout hiroc’h : Glad ar c’hêrioù
Klevheñcher “Ehanoù er C’hêrioù arz” gant Zevisit 

It tre en unan eus Tavarnioù ar Vro®

 

A-fet degemer ha plijadur a-stroll e c’hallfe ar maout mont gant Breizh ! Forzh pelec’h e viot e kavot lec’hioù a-zoare evit tremen un nozvezh fest. Kement hag anaout gwelloc’h boazioù Breizh, it tre en unan eus an 28 Tavarn ar Vro® ma vez kinniget deoc’h nozvezhioù dudius mod ar vro, pep a vannac’h dirazoc’h. Yec’hed mat !

Evit gouzout hiroc’h : http://vibrez.tourismebretagne.com/j-ai-envie-de/convivialite 

Breizh, bro ar rock !

 

Ur barrad saoznek a vez o tremen dre Vreizh. A-hed ar bloaz e vez degemeret pennoù bras ar rock war leurennoù ar festivalioù hag e kalz salioù sonadegoù e Breizh. En tu all d’un doare sonerezh ez eo an dro-spered hec’h-unan he deus graet he zreuz amañ, a-drugarez d’an arvesterien feal a vloaz da vloaz. Hey ho let’s go !

Evit gouzout hiroc’h : An abadennoù pennañ 

Aozit un tournamant beach-volley war ar prim

Dibabit un aod traezh fin ledan. Degasit ur roued, ur volotenn, tresit ul linenn bennak en traezh, setu prest an dachenn ! Evit sevel skipailhoù n’ho po nemet ober brav d’hoc’h amezeien war an draezhenn, dezho da vezañ kontant da gemer perzh en ur c’hrogad eus ar re blijusañ. Ha ma’z oc’h ur mailh na c’hwitit ket Hañvezh ar volley a vez dalc’het war aodoù Breizh, anezhañ an tournamant brasañ en Europa.
Evit gouzout hiroc’h : www.estivalesdevolley.fr

Plijadur e-leizh war an dance-floor

 

C’hoant ho peus da hejañ ho korf war ho tonioù muiañ-karet ? E Breizh e kavot kluboù ha toulloù-noz e-leizh evit tremen nozvezhioù dirollet. En tavarnioù sonadegoù e vo kinniget deoc’h ivez ur bern abadennoù ha nozvezhioù elektro da lakaat ac’hanoc’h da zañsal betek tarzh an deiz.
Evit gouzout hiroc’h : Clubs et discothèques

Tapit ho tijuni war ar marc’had

Vous êtes plutôt thé ou café ? Croissant ou galette-saucisse ? Quel que soit votre penchant, un petit tour au marché répondra à toutes vos envies. Venez profiter de ce concentré de saveurs et de senteurs pour commencer la journée en beauté parmi les étals colorés des producteurs locaux.
En savoir plus : 10 bonnes idées de plaisirs gourmands

Deuit da labourat war ur chanter a-youl vat

Plijout a rafe deoc’h ober furchadegoù war ul lec’hienn galian-ha-roman, sikour aozañ ur festival, adkempenn ur chapel, sevel tiez ekologel ? Lakait neuze hoc’h anv evit unan eus ar chanterioù etrebroadel evit re yaouank a-youl vat a gaver stank e Breizh. Enno e vez digarez d’ober anaoudegezh gant tud yaouank eus ar bed a-bezh ha da labourat asambles evit ar memes pal en un endro plijus.
Evit gouzout hiroc’h : www.chantierbenevolebretagne.org