10 soñj a-feson evit an dud war an oad

Pa dalvez amzer vak kement hag anaout traoù nevez, bezañ gant mignoned, aozit ho chomadenn e Breizh war ho pouezig ha diouzh ho c’hoantoù. Mont da bourmen e-maez an hañv, plijadurioù ar boued, distreiñ en ho pro orin, anaout gwelloc’h ar glad, sed aze ar pezh a yelo d’ober ho vakañsoù.

Foto 1 10 soñj a-feson evit an dud war an oad Foto 2 10 soñj a-feson evit an dud war an oad Foto 3 10 soñj a-feson evit an dud war an oad Foto 4 10 soñj a-feson evit an dud war an oad Foto 5 10 soñj a-feson evit an dud war an oad

Deuit da vezañ “golf swinger”

Ha pa vefec’h ampart pe get, n’ho pezet ket aon da vont war an hentadoù a bep seurt a gaver e Breizh : tost da 38 golf, en arvor pe en douaroù. Deuit da wellaat ho swing e-mesk ar brug-roz er Freslonnière, e lanneier gouez golf an Hirwazh pe war bord an tornaodoù sonn er Gerveur.
Evit gouzout hiroc’h : Ar golfoù 

Tañvait teñzorioù lipous Breizh

E Breizh ez eus peadra da reiñ o gwalc’h d’ar re a gav mat an traoù sall pe sukret. Kavout a reot lec’hioù a-zoare m’ho po tro da dañva ar meuzioù saourusañ, adkempennet diouzh ar gizioù a vremañ, gant ar rouedadoù « Pretioù ar vro » pe « Taolioù ha saourioù », ar pep gwellañ eus ar pezh a vez graet e Breizh. Dont a reot da vezañ mailhed war produioù ar mor, ar charkuterezh, ar gwastilli hag ar madigoù.
Evit gouzout hiroc’h : 10 soñj a-feson evit tañva traoù lipous

Hañvig Gouel-Mikael

An diskar-amzer zo ur c’houlz a-zoare evit gwelet Breizh en ur mod disheñvel. Pa dap an natur he livioù ar gozhamzer e teu maezioù Breizh da vezañ lec’hioù strobinellus ha klouar. Dav eo profitañ eus ar maread rouez-se evit mont da vale er c’hoadoù pe da sellet ouzh al lapoused war an aod.
Evit gouzout hiroc’h : 10 lec’h a-zoare en diskar-amzer

It da vale er c’hêrioù bihan neuziet-kaer

E-barzh 22 a gêrioù bihan neuziet-kaer e c’hallit kavout savadurioù hep o far, stalioù a-feson hag un aergelc’h dezho o-unan. Mont a rit da gantren war ho plaen er straedigoù kozh pavezet, tañvait meuzioù dibar ar vro anez ankouaat tapout un toullad luc’hskeudennoù kuit da c’hwitañ an disterañ tra a ya d’ober ar perlezennoù rouez-se.
Evit gouzout hiroc’h : Glad ar c’hêrioù 

Tañvait madoberoù ar vorvezegiezh

Stag eo ar vorvezegiezh ouzh Breizh, sur ha n’eo ket marteze. Amañ, lec’h ma’z eus bet kroget da brederiañ gant dour mor, e kinnigomp deoc’h tañva madoberoù an danvez naturel-se gant un dibab prederioù hag a vo mat diouzh ezhommoù an holl. Degemeret e vezer gant trizek kreizenn, an holl anezho e lec’hioù kaer war bord ar mor, evit tapout startijenn pe diskuizhañ.
Evit gouzout hiroc’h : http://bien-etre.tourismebretagne.com

It da vale war hentig ar valtouterien

Lakait botoù-bale en ho treid hag it en hent evit un droiad e-pad un toullad eurioù pe un toullad devezhioù war ar wenodenn-vale hir (GR) 34, an hent 2000 km a reer « hentig ar valtouterien anezhañ hag a dremen hed-ha-hed aodoù Breizh. Kerreg, oufoù ha porzhioù bageal a weler eno, sklêrijennet gant an heol en un doare disheñvel, diouzh mareoù an deiz. Ac’hano e c’haller kaout ur sell dispar ouzh ar mor.
Evit gouzout hiroc’h : Troioù-bale war droad 

Dañsit ul laridenn betek gouloù-deiz

Ar festoù-noz eo al lec’hioù ma ranker mont evit gouzout penaos e vezer laouen oc’h en em gavout asambles e Breizh, en un aergelc’h dibar ha war donioù hengounel. N’eo ket ret deoc’h bezañ desket ar pazioù en a-raok na chom gant ho piz er vann, it da-heul ar sonerezh ha dao da zañsal !
Evit gouzout hiroc’h : http://vibrez.tourismebretagne.com/la-bretagne-festive/fest-noz-fest-deiz 

 

Anavezit pelloc’h an arz a vremañ

Peintures, sculptures, photos, "landart"... vous découvrez de nombreuses expositions atypiques qui ont élu domicile en Bretagne devenue au fil des années un terre d'accueil et d'inspiration. « L'art dans les chapelles », « l'art chemin faisant »... sont autant de rendez-vous pour apprécier ces nouvelles formes d'expressions dans un cadre d'exception.
En savoir plus : Art contemporain