10 lec'h er goañv

10 tra de welet pe d'ober er goañv

N'it ket da chom er gêr er mare-mañ eus ar bloaz, e mod ebet ! Gwiskit ur skerb, manegoù hag ur boned, ha yao da welet dremmvroioù kaerañ Breizh dindan amzerioù rust. Ha marteze e tichañso deoc'h gwelet erc'h oc'h ober ! 

Foto 1 10 lec'h er goañv Foto 2 10 lec'h er goañv Foto 3 10 lec'h er goañv Foto 4 10 lec'h er goañv Foto 5 10 lec'h er goañv

Profoù Nedeleg eus ti an artizaned arz

Fellout a ra deoc'h kavout pezhioù digustum hep o far ? It e-barzh stalioù an artizaned a zo deuet d'ober o annez er C'hêrioù Arz a gaver stank a-walc'h e Breizh. Deuet eo Pont-Skorf, Dinan, Pontrev, Monkontour... da vezañ gwir vagerezhioù arzourien ampart. Mailhed eo ar re-se d'oberiañ priajoù, bravigoù, c'hoarielloù hengounel, traoù koad kizellet... kement ha diskouez pegen entanet int gant o micher, ha ganto e kavot peadra d'ober profoù personelaet ha digustum.

Evit gouzout hiroc'h : www.metiers-art.morbihan.fr 
  http://artistesdufinistere.unblog.fr/
www.cotesdarmor.com/fr/artisanat-dart.php 

 Mareoù-mor brasañ Europa e Sant-Maloù

Dont a ra ar reverzhioù bras diwar levezon an heol hag al loar war un dro. Traoù kaer-eston hep o far int da welet.Unan eus al lec'hioù gwellañ evit gwelet ampled an darvoud-se eo bae Sant-Maloù, ma teu redoù Mor Breizh da gejañ ouzh re ar Mor Atlantel. Eno e viot plaset ar gwellañ evit sellet ouzh ar gwagennoù o vont a-benn e ramparzhioù kêr ar gourserien, un arvest kaer ma'z eus, nepell diouzh an aodoù traezh ledan ma c'hallot loc'heta pa vo izel ar mor.

Evit gouzout hiroc'h 

An holl war varc'h !

Plijout a rafe deoc'h galoupat war un draezhenn didud ? E Breizh ez eus kreizennoù marc'hegezh e-leizh, neuze dibrit ho jav hag it d'ergerzhet an 2600 km a hentoù marc'hegañ kinniget gant Equibreizh e-kreiz al lanneier, ar c'hoadoù pe war an aodoù. Ez it da vevañ mareadoù plijadur ha frankiz da-geñver ur bourmenadenn hepken pe un droiad e-pad meur a zevezh.

Evit gouzout hiroc'h : www.equibreizh.com ha http://osez.tourismebretagne.com

Morvezegiezh ha dorloerezh

Petra gwelloc'h, pa vezer e-kreiz ar goañv, eget bezañ moumounet etre daouarn ampart ? E Breizh e kavot an tu da adtapout nerzh ha startijenn, d'en em adkavout hoc'h-unan da-geñver un ehan sioul ha seder. Gant prederioù iodet ha bevaus ar vorvezegiezh, hag an dorloerezh d'o heul diouzh hoc’h ezhommoù, ez ay kuit buan skuizhder hag enoe ar goañv, deoc'h da brofitañ da vat eus braventez ar vro tro-dro.

Evit gouzout hiroc'h

Breizh war don ar rock giz ar goañv

N'eo ket dav gortoz an amzerioù tomm evit selaou sonerezh a-feson e Breizh ! E morenn sklas ar goañv eo gouest ar sonerezhioù amplaet da vodañ mareadoù tud en-dro d'ur bern strolladoù. Un emgav ha ne c'haller ket c'hwitañ eo an Transmusicales e Roazhon evit ar re a blij dezho selaou ar sonerezhioù a vremañ hag ober anaoudegezh gant arzourien brudet an amzer-da-zont. N'ankouait ket kennebeud, e miz C'hwevrer, Dastumad Goañv ar festival Hent ar Rock e Sant-Maloù hag an  Hivernautes e Kemper ma kinniger nozvezhioù rock, hip-hop hag elektro-jazz.

Evit gouzout hiroc'h : www.lestrans.com 
www.laroutedurock.com
www.hivernautes.com 

Ar mor dirollet war nadoezioù Porzh Koton 

Tremenit ur reuziad plijus na zisoñjot ket er Gerveur pa vez dirollet an amzer ! Bamet e vezer o sellet ouzh an Aod Ouez pa vez skoet gant ar mor, pa vez an avel hag ar gwagennoù o frailhañ war he reier lemm. Sonn, e-kreiz an eon birvidik-se, emañ nadoezioù Porzh Koton a reas da Claude Monet skrivañ : "(...) diaoulek met kaer-eston ha ne gav ket din ec'h adkavin kemend-all e lec'h all".

Evit gouzout hiroc'h

Pa vez fardet krampouezh er vro-mañ...

E bro ar c'hrampouezh eo ar Chandelour, d'an 2 a viz C'hwevrer, un deiz sakr ! Hervez kont, ar c'hrampouezh o stumm ront hag alaouret a zegas da soñj eus kantenn an heol, da lavaret eo distro an nevezamzer war-lerc'h ar goañv du ha yen. Mat eo d'an dud kredus treiñ ar c'hrampouezh (a vez lakaet da lammat) gant o dorn dehoù, en ur zelc'her ur pezh aour en o dorn kleiz, ar pezh a ray dezho ober berzh a-fet arc'hant e-pad ar bloaz. Yao d'ar pilligoù !

Lenn kontadennoù e korn an oaled

Istorioù ha mojennoù e-leizh a gaver e Breizh. Digeriñ ul levr zo evel lezel korriganed ha lutuned, morganezed, boudiged ha ramzed da dec'hel kuit. Ma'z it da gemer perzh en ur veilhadeg pe en ur valeadenn gontañ e viot plijet gant arz ar c'homz a vez treuzkaset gant ar Vretoned a rummad da rummad. Breselien ha Menez Are zo lec'hioù a-zoare evit ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar mojennoù-se a zo bev-birvidik bepred hiziv an deiz.

Evit gouzout hiroc'h : www.arree-randos.com ha www.contes-broceliande.com 

An amourousted e Breizh

D'ar 14 a viz C'hwevrer, evel-just, emañ gouel an amourouzien. Met war a hañval ez eo Breizh, a-hed ar bloaz, ul lec'h m'eo brav lavaret "Me 'gar ac'hanout" ! It war roudoù koubladoù brudet evel Tristan hag Izold e beg Penmarc'h, pe Marzin ha Ninian e koad Breselien... profitit eus sioulder kambroù ostizien a-feson, eus lec'hioù burzhudus ma c'hallit bezañ daou-ha-daou evit ho prasañ plijadur.

Evit gouzout hiroc'h : 10 soñj a-feson evit ar c'houbladoù