10 lec'h en nevezamzer

Deuet eo ar mare da lakaat botoù da vont da vale ha da sellet ouzh an natur o kregiñ da vevañ en-dro en ur c'houlz eus ar bloaz hag a zo gouestlet d'ar bleunioù ha d'ar frondoù bevaus. 

Foto 1 10 lec'h en nevezamzer Foto 2 10 lec'h en nevezamzer Foto 3 10 lec'h en nevezamzer Foto 4 10 lec'h en nevezamzer

Mont war velo dre an hentoù glas

C'hoant ho peus da vont war velo evit kregiñ goustadik gant an nevezamzer? Dao war-zu an hentoù glas a dremen e Breizh a-hed hag a-dreuz. Kinnig a reer, dre 8 hent bras, ouzhpenn 800 km kempennet a-hed kanolioù pe war hentoù-houarn kozh. It gant tout ar familh da-heul an troiadoù-se a gaso ac'hanoc'h, kuit a zañjer, betek lec'hioù kaerañ Breizh. Na chomit ket etre daou soñj ! Rak er c'houlz-se eus ar bloaz n'eus ket par d'an natur da ziduañ an dud.

Evit gouzout hiroc'h  

It gant ar vag war-zu an Inizi Glenan pa vez ar roz-kamm e bleuñv
les glénan

Gallout a reer gwelet roz-kamm an Inizi Glenan adalek miz Ebrel. En enezenneg dudius e kaver ar bleunioù melen-gwenn kaer-se na vezont e bleuñv nemet e-pad teir sizhun d'ar muiañ, mesk-ha-mesk gant liv limestra ar pour-bran, ur bam gwelet kement-se. It e bourzh herrvigi an Oded evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar plant-se e gwarezva naturel Enez Sant-Nikolaz.

Evit gouzout hiroc'h 

“Gouel al Levrioù” e Begerel

30 km eus kêr-benn Breizh emañ Begerel, a zo ur gêr vihan neuziet-kaer. Troet eo dreist-holl gant al levrioù, ken e reer Kêr al Levrioù® anezhi. Eno e kavot stalioù levrioù nevez pe eil dorn e-leizh, darn anezho zo ivez saloñsoù-te, peadra da lakaat an diduamant da vont asambles gant ar sevenadur. E-kerzh dibenn-sizhun Pask e vez aozet Gouel al Levrioù a ro digarez d'ur bern diskouezerien ha skrivagnerien da zont davet an dud da-geñver kaozeadennoù hag arvestoù.

Evit gouzout hiroc'h

Lanneier hag aodoù bleuñvek

Pa vez krog an heol da barañ en nevezamzer, eo brav dont da Vreizh gant hec'h amzer glouar da dañva al livioù hag ar frondoù a vez o strinkañ el lanneier, anezho ur struzh izel met bleunvek a gaver stank en arvor hag e Menez Are. Livioù melen ar balan, roz ar brug, ar c'hwezh c'hwek par da hini ar c'hraoñ-kokoz taolet gant al lann, hag a ya d'en em veskañ gant aer iodet ar mor, kement-se a ray deoc'h ober baleadennoù kaer da zegas startijenn ennoc'h ha da lakaat ho pemp skiant war zihun.

Evit gouzout hiroc'h  

E miz Ebrel e vez roet ton d'ar c'hregin-Sant-Jakez

Da vare fin ar marevezh pesketa en Aodoù-an-Arvor, al lec'h produiñ pennañ en Europa, e vez roet ton d'ar c'hregin saourus-se deuet da vezañ arouez ar birc'hirined. Bep bloaz e vez aozet Fest ar C'hregin-Sant-Jakez en unan eus an tri forzh-pesketa : Erge-ar-Mor, Sant-Ke-Porzh-Olued ha Logivi-Plaeraneg. Bezit eno d'an 9 ha 10 a viz Ebrel 2011 evit debriñ o bouedenn gwall vat, mont war vor ha kejañ gant ar besketaerien en un endro plijus ha dudius.

Evit gouzout hiroc'h 

Marc'hadoù o vleuñviñ war ar pavez

Marché de Quimper

Forzh pegoulz ha forzh pelec'h e vefec'h e kavot dalc'hmat ur marc'had er c'hornad. Gant ar marc'hadoù, pe e vefent bras pe bihan, e vez digarezioù a-feson d'ober anaoudegezh gant produerien ar vro ha da vont e-touez an dud. It da vale enno, da leuniañ ho paner gant charkuterezh artizanel, frouezh ha legumaj bio, pastezerezh ar vro, anez ankouaat ar c'hrampouezh gant silzig mil brudet ken-ha-ken !
Evit gouzout hiroc'h

Gouel Breizh

Fête de la Bretagne

Kement ha lidañ sant Erwan e Breizh e vez goulennet digant an holl arzourien ampart kemer perzh evit reiñ ton d'ar sevenadur keltiek. Ur marevezh m'en em vod asambles ar Vretoned hag ar re a blij ar gwenn-ha-du dezho eo Gouel Breizh, a vez dalc'het e-pad ur sizhunvezh e miz Mae. Lidet e vez eus Brest da Felger hag eus Montparnasse betek Tokyo. Da-geñver ar gouel-se, tost ouzh an dud ha plijadurioù e-leizh ennañ, e vez kinniget sonadegoù,diskouezadegoù, festoù-noz hag arvestoù er straedoù.

Evit gouzout hiroc'h

Baleadennoù natur e liorzhoù Breizh

Liorzhoù milendall pe re louzawouriezh, parkoù-koadoù, arboretom pe liorzhoù legumaj... kalz baleadennoù, livioù kaer ha frondoù c'hwek e-leizh enno, a vez d'ober e liorzhoù Breizh er mare-se eus ar bloaz. En nevezamzer e vez aozet ur bern gouelioù en-dro d'ar plant el lec'hioù diskuizhañ-se, anez ankouaat an darvoud "Emgav el liorzh" a vez dalc'het e penn kentañ miz Mezheven e Frañs a-bezh, hag a ro digarez d'an dud da welet ur c'hant bennak a barkoù ha liorzhoù dibar eus Breizh.

Evit gouzout hiroc'h

Art Rock, an darvoud pennañ a-fet sonerezh en nevezamzer

Bep bloaz e Sant-Brieg, e-pad dibenn-sizhun ar Pantekost, e teu a-benn ar festival Art Rock da aozañ arvestoù gant arzourien brudet ha re yaouank a bep eil. Sonadegoù, c'hoariva, dañs, sirk, arzoù neuziañ ha niverel a vez kinniget tri devezh-pad gant ar soñj lakaat meur a zoare arz da vezañ kichen-ha-kichen er memes programm. Ur sekred kegin mod Sant-Brieg hag a glasker dezrevell alies, hep dont a-benn avat. Da dañva hep damantiñ !

Evit gouzout hiroc'h  

Gazilieg, un diskouezadeg dindan an amzer

Adalek miz Mezheven e vez aozet, e Gazilieg, ar festival luc'hskeudennoù "Pobloù ha Natur", a zo ur mell diskouezadeg luc'hskeudennoù dindan an amzer. Hed-ha-hed un droiad digoust e c'haller gwelet 200 kliched a vent vras lakaet a-istribilh ouzh talbennoù an tiez, e straedoù hag e liorzhoù ar gêr artizanerezh-se. Dre al luc'hskeudennoù-se, graet gant luc'hskeudennerien brudet er bed a-bezh, e tiskouezer deomp dremmoù ha lec'hioù da lakaat ac'hanomp da soñjal diwar-benn sujedoù a bouez stag ouzh ar bed a vremañ.

Evit gouzout hiroc'h