10 lec'h en hañv

Evit kalz tud e talvez an hañv kement ha vakañsoù bras. Traoù e-leizh a vez d'ober : heoliañ, mont war an traezhennoù ha kouronkañ, anez ankouaat baleadennoù kaer hag emgavioù digustum. 

Foto 1 10 lec'h en hañv Foto 2 10 lec'h en hañv Foto 3 10 lec'h en hañv Foto 4 10 lec'h en hañv

Mont d'ar "c‘hlazenn" war ribl Lenn Gwerledan

It d'ober un ehan natur 100 % e-kreiz ar vro tro-dro da stank brasañ Breizh. Eno, en un endro koadek, e kinniger un bern obererezhioù evel kaiak, pedalo pe c'hoazh ski-dour. Baleadennoù kaer a vez d'ober ivez dre ar gwenodennoù en-dro d'al lenn, ul lec'h sioul ha didrouz ma'z eus, war droad, war MTB pe war varc'h. 

Dizoleiñ ar bed dindan vor e Breizh

C'hoant ho peus da welet ar pezh a zo dindan ar mor ? Gwiskit ho maskl ha yao e-barzh an dour ! Ar "vadeziant splujañ" eo an doare gwellañ da zizoleiñ bed ar mor hag e draoù marzhus. Mont a reot, boutailhoù war ho kein, e-mesk loened ha plant danvor. E Breizh ez eus lec'hioù e-leizh evit dizoleiñ ar bed-se, pinvidik ha dic'hortoz. Neuze, lammit en dour !

Evit gouzout hiroc'h  

Struzh trovanel war Enez-Vaz

Ur c'hard eur hepken eus Rosko, gant ar vag, emañ Enez-Vaz, a zo ul lec'h a-zoare evit distanañ. Enni e kaver 20 aod traezh fin hag un hin klouar a laka anezhi da vezañ ul lec'h sioul eus an dibab. Mont a reer eus an eil penn d'egile d'an enezenn dre wenodennoù-aod brav-kenañ, ha pa vefed war droad pe war varc'h-houarn. Arabat c'hwitañ liorzh Georges Delaselle a ginnig deoc'h mont e-touez plant eus ar broioù trovanel.

Meskl war ar roll-meuzioù adalek miz Gouere

Debret e vez meskl-tuchadoù, an AOK kentañ eus ar mor, etre miz Gouere ha miz C'hwevrer. Savet e vezont e bae Menez-Mikael-ar-Mor lec'h ma vezont anavezet stag ouzh o feulioù, an tuchadoù, a c'haller gwelet pa vez izel ar mor. Peadra zo er bae da vagañ an holl re, bras pe bihan, a blij dezho loc'heta.

Lec'hioù dic'hortoz evit oberennoù digustum

E-pad an hañv, tost 20 vloaz zo bremañ, e teu un ugent bennak a arzourien neuzierien d'en em staliañ e-barzh 25 chapel eus Kreiz-Breizh evit lakaat an arz a vremañ da gejañ ouzh ar glad relijiel. Mont a reot da-heul ho faltazi gant ar pevar zroiad a ya dre draoñienn ar Blavezh evit diskoachañ oberennoù bet krouet a-ratozh evit al lec'hioù ma vezont diskouezet, ar pezh a zegas pep a aergelc'h disheñvel dezho o-unan.

Breizh, ur baradoz trovanel !

Jirafed, pandaed, lemureged, aligatored... kemer a ra Breizh tres ur savanenn pe hini ur c'hoad kehederel ! Ur gwir bedadenn da vont da veajiñ a berzh parkoù loened Breizh. En hañv e vez tro da welet arvestoù bev : lapoused distag, evned-preizh o nijal, ar mod ma reer war-dro soagnañ ha magañ al loened, ha penaos e vez ganet ar re vihan zoken !

Dudioù ar "Belle Époque" er c'hêrioù-kouronkañ

Diwar ar blijadur a vez o kouronkañ ez eus bet tapet brud vat gant kêrioù arvor Breizh abaoe fin an 19vet kantved, pa oa deuet al logelloù, an tiez cheuc'h hag al letioù war wel e bord ar mor, a-raok dezho bezañ un arouez eus Breizh hag a zegas startijenn. It da welet kêrioù-kouronkañ Dinarzh, Karnag pe Benoded gant o aodoù traezh fin hir a zo o c'hortoz ac'hanoc'h da lammat en dour pe da chom da ruzañ – ha da rouzañ – dindan an heol.

Evit gouzout hiroc'h  

Emgavioù sevenadurel ar Gelted

Festival des Filets bleus 2009, Concarneau (29)

Ur bern gouelioù a vez aozet e Breizh kement ha reiñ ton d'ar sevenadur keltiek. Ar Gouelioù Etrekeltiek, ar Rouedoù Glas, Gouelioù Kerne... a ginnig sonerezh ha dañsoù livet-kaer, hag ar bagadoù d'o heul ivez. It en dañsoù ma fell deoc'h, ha pa n'oufec'h ket dañsal c'hoazh. Er gouelioù-se e vez degemeret an holl dud a-greiz kalon.

Evit gouzout hiroc'h

Devezhioù Europat ar Glad e Breizh

Bep bloaz, war-dro hanter Gwengolo, e vez digor kestell, mirdioù ha manerioù ar vro d'an dud, dezho d'ober gwelloc'h anaoudegezh ganto. Da-geñver an dibenn-sizhun-se, a vez gouestlet d'ar sevenadur, e c'haller bizitañ savadurioù hag a ya d'ober ul lodenn eus pinvidigezh Breizh pell zo, ha re all na vezont ket digor e-pad ar bloaz, kement-se abalamour deoc'h da zizoleiñ o zeñzorioù kuzh.

Evit gouzout hiroc'h