10 lec'h en diskar-amzer

Adalek fin miz Gwengolo e vez gwisket he dilhad diskar-amzer gant an natur. E-touez plijadurezhioù bihan ar c'houlz amzer-se : dastum kebell-touseg ha kistin, ha dreist-holl mont da welet lec'hioù pennañ Breizh. 

Foto 1 10 lec'h en diskar-amzer Foto 2 10 lec'h en diskar-amzer Foto 3 10 lec'h en diskar-amzer

Hañvig Gouel-Mikael er Mor Bihan

Golfe du Morbihan

Pa ya livioù flamm an diskar-amzer da gejañ gant un hin klouar ha heoliek, n'eus ket gwellañ tra d'ober nemet mont da sellet ouzh braventezioù ar Mor Bihan. Unan eus kaerañ baeoù ar bed eo, ennañ 42 enezenn dudius. Ne viot ket evit herzel a ober un ehan el lec'h-se, paradoz ar valeerien hag ar vageerien, d'ar c'houlz amzer a dalvez sioulder ha sederidigezh.

An avaloù a-hed hag a-dreuz

En diskar-amzer emañ ar mare da zastum an avaloù. Etre Gwengolo ha Kerzu emañ ar mare ivez da welet penaos e vez fardet sistr-boutailh. Adkavet e vez "rouanezed ar gwerjeoù" dindan stummoù a bep seurt er rekipeoù eus Breizh. Pe e vefent kriz pe poazh e vezont prientet diouzh an holl zoareoù zo : yod-avaloù, er c'hrampouezh flammet, didroc'het e-barzh kouignoù-amann karamelaet, gant anduilh giz ar Gemene... Meuzioù liesseurt da lakaat ho kenoù da c'hlaourenniñ. Debrit ervat !

Evit gouzout hiroc'h

Sankañ tizh en avelioù !

C'hoant ho peus da lonkañ bannac'hoù avel fresk, da sachañ war ar skoudoù anez lakaat beg ho treid e dour yen an diskar-amzer evit kelo-se ? It d'ober karr-dre-lien, ar pezh a ray deoc'h tañva ar blijadur pa vezer o riklañ, evel pa vefec'h war vor, anez kuitaat an douar-patatez avat ! E diabarzh ur c'houc'h teir rod ez eot ken buan hag un tenn war an aodoù traezh fin, digor frank dirazoc'h, e-kreiz baeoù kaerañ Breizh.

Evit gouzout hiroc'h

Gwelet al lapoused tremeniat e Enez-Eusa

migration des oiseaux

Gant he zornaodoù hag hec'h oufoù eo Breizh ur gwir baradoz evit an evned. War Enez-Eusa peurgetket, a vez kontet gant an evnoniourien da vezañ al lec'h gwellañ e Frañs evit se, e c'haller sellet outo oc'h en em gavout en diskar-amzer. Rouez-tre eo gwelet kement a lapoused deuet eus Siberia pe eus broioù pell all hag ar pezh a vez war Enez-Eusa. Tapit krog en ho kevellunedennoù !

Evit gouzout hiroc'h : Kreizenn studiañ an endro e Eusa
Baleadennoù evnoniezh all

Baleadennoù war ribloù ar Stêr-Renk

Vallée de la Rance

Ma'z it da vale war ar ribloù kempennet a-hed ar ganol ho po tro da welet Lehon, Dinan, hag e viot kaset betek Dinarzh. Etre an hent-houarn kozh ha hent ar ganol e kavot ur valeadenn blijus d'ober, didrabas ho speredn, war ribloù ar Renk gant an hent glas niv. 2, un hent dudius e-touez an natur gant kêrioù arz ha kêriadennoù brav hed-ha-hed anezhañ.

Grit anaoudegezh gant mikrohinad Enez-Vriad

île de Bréhat

Emañ Enez-Vriad 10 munut war vag eus Beg an Arc’houest. Plijet e vezer gant he mikrohinad a sach kalzik a dud ha pa ne vefe ket an hañv. Dont a ra an enezenn, pa n'eo ket aotreet ar gweturioù enni, da vezañ ur gwir baradoz evit ar valeerien hag ar varc'hhouarnerien. Pa vezer o vale e-mesk ar struzh kreizdouarel a gaver warni hag e straedoù he c'hêriadennoù en em santer evel en ur vro pell diouzh Breizh.

Evit gouzout hiroc'h

Dizoloit livioù an diskar-amzer e Breselien

Pa zeu skleurennoù kentañ an diskar-amzer war wel eo pec'hed chom hep mont da vale e Breselien. It da gantren e kalon ar c'hoad, etre lennoù ha lanneier, evit dastum kebell-touseg ha kistin kement hag aveliñ ho spered, it da-heul alioù ar baleadennoù brudet "Livioù an diskar-amzer" ha "Kontadennoù lipous" a lakay ac'hanoc'h d'ober anaoudegezh gant bed ar boudiged, an erevent hag ar gornandoned.

Evit gouzout hiroc'h  

War hent an tourioù-tan

Eus Brest betek bro an Aberioù ez eus 23 a bikoloù savadurioù sonn en o-unan hag a vez o rentañ fas d'ar seizh amzer a-hed hent an tourioù-tan deuetv da vezañ brudet-kaer. Tourioù-tan ev el Beg Lokmazhe gant dismantroù e abati en-dro dezhañ, ar C'hreac'h gant e vandennoù gwenn ha du warnañ, ar Stif, ar Forn, ar Vein Zu... Laoskit ho spered da hunvreal dirak kaerded ar savadurioù-se o anvioù marvailhus ha dirak al lec'hioù strobinellus-se dindan an avelioù.

Evit gouzout hiroc'h

Bannac'hoù aer fresk war an hentadoù golf

Douster an diskar-amzer a zegas c'hoant d'an den da dapout krog en e gluboù ha da glask gwellaat e swing. Ne vo ket diaes deoc'h kavout un hentad diouzh ho toare e-touez an 38 a gaver e-kreiz maezioù ar vro pep a neuz dezho o-unan. En arvor, e-kreiz ar c'hoadoù, e-kichen ar c'hêrioù neuziet-kaer... pep a hentad gant pep hini da glotañ gant e c'hoantoù. Ha goude bezañ analet bannac'hoù aer fresk war ar green e kavot un tasad te tomm er c'hlubhouse.avot un tasad te tomm er c'hlubhouse.

Evit gouzout hiroc'h