Sant-Suliav hag ar Renk

Un aber eus ar c’haerañ he glad liesseurt

Foto 1 Sant-Suliav hag ar Renk Foto 2 Sant-Suliav hag ar Renk Foto 3 Sant-Suliav hag ar Renk Foto 4 Sant-Suliav hag ar Renk Foto 5 Sant-Suliav hag ar Renk

Traonienn ar Renk zo unan eus aberioù heverkañ Breizh. Ha pa vez dizoloet takadoù ledan da goulz an daere ez eo heñvel a-walc’h al lec’h ouzh ur wazh-vor da goulz ar gourlanv.Talvout a ra ar boan da vat mont da vale war ribl ar stêr eus Dinan betek Dinarzh ha Sant-Maloù ! Eno e c’haller gwelet kêriadennoù ha manerioù kaer diouzh doare Sant-Maloù.

Ur stêr-aod eo ar Renk. En Aodoù-an-Arvor emañ he mammenn, ha mont a ra ac’hano war-hed ur c’hant kilometr bennak betek Mor Breizh, etre Dinarzh ha Sant-Maloù. Anavezet mat eo dreist-holl abalamour d’he mordredanva ha d’hec’h aber, enni riblennoù troc’h-didroc’h ma kaver baeoù ha porzhioù bihan hag a blij kalz d’ar besketaerien. Grit un arsav e bourk Sant-Suliav evit profitañ eus buhez sioul ar porzh hag eus an ostalerioù o savennoù diavaez. Sur e plijo kement-se deoc’h !

Kantren er straedigoù bihan

Savet e oa bet parrez Sant-Suliav, bet gwechall ur gêr pesketaerien, gant ur manac’h breton er 6vet kantved. Lakaet eo e-mesk kaerañ kumunioù Frañs, ha gant gwir abeg ! Evit gwelet ar gêr pesketaerien-se en he c’haerañ eo gwelloc’h mont di da bourmen diouzh ar beure. Eno e weler tiez greunvaen ganto anvioù brav (le Carouge, la Cohue...), rouedoù pesketa a vez c’hoazh a-istribilh ouzh ar mogerioù, ha ken strizh eo ar straedoù ken e reer “ruettes” anezho !

Prest oc’h da grapat ?

Ma plij deoc’h kerzhet e viot en ho pleud. Ur wenodenn a ya eus Sant-Suliav betek Menez Garrot lec’h ma ’z eus ur gwel kaer ha ledan war ar Renk ha war ur gêriadenn Vikinged war-draoñ. Talvezout a ra ar boan ivez pignat betek an orator ! Diwar an uhel eo un drugar sellet ouzh ar bae hag an draezhenn. It di kentoc’h pa ya an heol da guzhat. Da neuze e vez distaolet livioù alaouret gant ar gêriadenn souchet er wantenn.

Daoust ha gouzout a raec‘h ?

Un iskis a annezad

En aber ar Renk e kaver un annezad digustum, anavezet mat gant tud ar c’hornad : ur reunig. Sur e plijo ar bronneg koant-se d’ar vugale !