Sant-Kast ha Sant-Yagu

Ar c’hourenez he seizh traezhenn

Foto 1 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 2 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 3 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 4 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 5 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 6 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 7 Sant-Kast ha Sant-Yagu Foto 8 Sant-Kast ha Sant-Yagu

M’emaoc’h o klask ur gêr gouronkañ vrav evit tremen un nebeud devezhioù ez eo e korn-bro Sant-Kast-ar-Gwildoù e tleit chom a-sav a-dra-sur. Eno e c’hoarvez ar gweledva eus begoù-douar, inizi, oufoù ha traezhennoù war-hed kilometroù. Kemerit amzer d’ober ur bourmenadenn en aod hag e dismantroù ar c’hastell a-raok mont d’ober anaoudegezh gant gourenez Sant-Yagu-an-Enez.

E fin an 19vet kantved eo en doa kavet Sant-Kast-ar-Gwilgoù he lañs a-fet an touristerezh, diwar intrudu al livour Marinier. Pitilh e oa-eñ gant al lec’h-se, ha prenet en doa ar beg-douar. Asambles gant e vreur-kaer en doa savet letioù ha kenkizoù. Hiziv an deiz eo deuet Sant-Kast-ar-Gwildoù da vezañ ur gêr gouronkañ evit ar familhoù, ul lec’h hag a blij kalz d’an dud abalamour d’e seizh traezhenn ha d’ar pourmenadennoù brav a c’haller ober war bord ar mor : ret-groñs eo deoc’h ober un ehan eno pa weladennit Aod an Emrodez. Kit d’ober un dro e dismantroù sebezus kastell ar Gwildoù, ur c’hastell eus ar Grennamzer anezhañ, m’en doa bevet Jili, ha goude-se kit d’ober anaoudegezh gant an aod.

Alanit aer vat ar mor !

Adalek al leti Ar Vro e kas gwenodenn an douristed betek beg ar Gward. Ar c’harter-se a ro bod da genkizoù hollgaer. Ac’hano ez eo brav-kenañ ar gwel war an Enez Vihan ha gourenez Sant-Yagu. Distroit goude-se war-du beg Sant-Kast hag ar porzh. Eno ez eus c’hoazh un nebeud bagoù o pesketa kregin-Sant-Jakez ha kevnid-mor.

Ur bourkig hir-hir

Gwechall e oa gourenez Sant-Yagu un enez, hag e-pad pell he doa bevet diwar ar pesketa. Ar pesketa raeed ha brizhilli e-touez traoù all. Hiziv an deiz ez eo ur gêr gouronkañ blijus, ha hoalet e viot gant hec’h unnek traezhenn ! Kemerit amzer da straniñ e straedoù ar bourk e aergelc’h dioutañ e-unan. Eno emañ an tiez a-steud, ha hir-hir int bet savet. Un doare d’en em ziwall diouzh an avel.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pe baradoz ar besketaerien war droad

Ur pesketaer war droad zo ac’hanoc’h ? En ho pleud e viot ! Pa vez izel ar mor, kit da vale en Enez Vihan (prevez eo-hi). Ul lec’h evit pourmen hag a blij kalz d’an dud abalamour d’an tour bet savet gant Vauban er 17vet kantved, ha d’ar c’hregin niverus a gaver eno.  Kokez, pelured, kraoñ-mor... Ur pred lipous ho po !