Mousterlin

Ur polder e bro Fouenant

Foto 1 Mousterlin Foto 2 Mousterlin Foto 3 Mousterlin Foto 4 Mousterlin Foto 5 Mousterlin

Traezhennoù e-touez ar re gaerañ hag ul lec’h gwarezet ennañ spesadoù laboused e-leizh… Emaoc’h e bro Fouenant, e Kerne. Kemerit un devezh evit gwelet ar Mor Gwenn ha polder Mousterlin. E-pad ar maread touristañ e vez aozet gweladennoù heñchet gant ofis an touristerezh Fouenant.

Talvout a ra ar boan, evit gwir, mont betek al lec’h naturel-se nepell diouzh Benoded. N’eus ket par dezhañ en Europa. Souezhet e viot gant tres liesseurt ar 120 hektar polder a oa geunioù gwechall, anezho ur marelladur tevennoù, kanolioù, pradeier gleb ha korzegi. Er geunioù e kaver kerc’heized, douryer ha morvrini. Kerzhit da-heul ar valeadenn dizoleiñ a ya 9 km gwenodennoù balizennet gant liv orañjez d’ober anezhi, hag ur gwel kaer ho po war ar polder. Kement-se a vo ur bourmenadenn blijus dindan an amzer.

Ul loc’h liv turkez

N’ho po nemet mont gant ar wenodenn-aod eus Beg Mousterlin war-zu Benoded evitdizoleiñ ar Mor Gwenn. Plijet e viot hep mar ebet gant ar mor bihan-se ha traezhenn al Leti sko outañ, disrannet diouzh ar mor bras gant un erv traezh gwenn. Traezh gwenn, dour liv turkez… It betek eno pa vez izel ar mor. Ul lec’h eus an dibab evit loc’heta eo.

Marcel Proust ha Sarah Bernhardt

Grit un arsav e Beg Meilh. Degaset e vo da soñj deoc’h, gant letioù ha kenkizoù kaer, eus penn kentañ an 20vet kantved, pa oa ar gêr gourankañ vravik-se unan brudet-kaer e-touez re aodoù Breizh, lec’h ma veze gwelet tud anavezet evel Marcel Proust ha Sarah Bernhardt. Chomet eo ar vourc’h gant he stumm brav mod gwechall.

Ha gouzout a raec’h kement-mañ ?

Ur volennad sistr

M’ho pez digarez da vezañ er vro war-dro hanter miz Gouere, na c’hwitit ket Gouel ar gwez-avaloù e Fouenant. Bep bloaz, e-pad pevar devezh, en em ouestl ar gêr en he fezh d’ar festoù ha da dañva chug-avaloù ha sistr ar vro. Tañvait, c’hwi ivez !