Gazilieg

Obererezhioù liesliv

Foto 1 Gazilieg Foto 2 Gazilieg Foto 3 Gazilieg Foto 4 Gazilieg Foto 5 Gazilieg Foto 6 Gazilieg Foto 7 Gazilieg

Ur gêr vihan hag a c’hall bezañ souezhus-bras eo Gazilieg. Plijet e vezer o vale er straedoù bleuniet kaer, koulz abalamour d’an tiez kozh ha da labour an artizaned o deus en em staliet eno. E-pad an hañv e vez dalc’het ar festival luc’hskeudennoù ha neuze e teu talbennoù an tiez da vezañ lec’hioù an diskouezadegoù, pell diouzh ar “c’hlichedoù” !

Ar gened naturel

E bro Gazilieg ez a ar skiltoù, al lann hag ar stêrioù da gordañ an eil gant egile diouzh ar c’haerañ. E-barzh traonienn c’hlas an Av emañ Gazilieg, ar gêr he steudadoù tiez o stalafioù lugernus. Tapet he deus kalz a lañs a-drugarez da Yves Rocher hag e oberoù. Peogwir e plije ar plant hag an endro dezhañ en doa krouet, hag eñ brudet-kaer e bed ar gwezeladoù, lec’hioù produiñ, ul liorzh-louzawouriezh hag ul leti-spa ekologel nevez zo. War e lerc’h ez eus deuet un tregont bennak a artizaned arz da zigeriñ stalioù-labour er banelloù.

Kutuilh mareoù prizius

Dre ur vambouzeg ez eer betek al Liorzh-louzawouriezh a zo d’an embregerezh Yves Rocher. En arsellva ar plant-se, ouzhpenn 1 100 spesad ennañ, e vez studiet perzhioù al louzeier gant an embregerezh. Digoust eo mont da weladenniñ al lec’h-se evit anaout un toullad sekredoù diwar-benn madoberoù al louzawouriezh !

Ur sell nevez war ar vein

Ur gwir blijadur eo kantren dre ar straedoù, straedoù kerzhet anezho alies. Ma’z it da-heul ho faltazi, sachet marteze gant trouz ur morzhol pe ur rabot, e c’hallot gwelet kizellerien, poderien, krouerien bravigoù, minterien, gwererien… o labourat. E Gazilieg, kêr ar micherioù arz, ez eus artizaned ampart a zo o stalioù a-steudad pa ziskenner war-zu an Av.

Diskouezet e vez oberennoù all, bras o ment, ouzh talbennoù an tiez da-geñver ar festival luc’hskeudennoù brudet Pobloù hag Endro. Eus miz Mezheven betek Gwengolo e teu ar gumun da vezañ un diskouezadeg dindan an amzer !

E-touez ar glazadur !

Diduamantoù zo war ribloù an Av, kement ha gwelet ar vro en un doare disheñvel. Da-heul red an dour e vezer kaset e bourzh herrvigi pe kaiakoù betek lec’hioù naturel. A-hed hentoù ar ganol e tiskoacher glad ar c’hornad liesstumm-se. E lodenn izelañ traonienn an Oud, lakaet da “lec’hienn naturel veur”, e kaver krec’hennoù sonn evel zo dleet evit krapat en Enez-ar-Piged.

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Pelec’h bevañ ur mare dibar ?

Savet eo bet al leti-spa Grav al Lann diouzh reoladoù ekologel. A-us traonienn an Av emañ, gant e stumm diginkl. Ur gwir blijadur digustum eo en em vataat eus ar prederioù a ginniger eno.