Beg an trein

N’emaoc’h ket o hunvreal !

Foto 1 Beg an trein Foto 2 Beg an trein

Ar beg-douar roc’hellek-se, ar bonn diwezhañ a-raok mont tre e-barzh Bae Menez-Mikael-ar-Mor, zo ul lec’h arvestiñ a-feson dindan ar seizh avel. Brav-eston eo, ken ez eo, unan eus al ledanañ gwelioù meur a zo en Il-ha-Gwilen. Talvezout a ra neuze kerzhet ur pennadig en hentoù don da vont betek eno.

Penn pellañ an Il-ha-Gwilen

En em astenn a ra Beg an Trein en un endro eus ar c’haerañ etre Kankaven ha Sant-Maloù. Ma’z eus tud frev ac’hanoc’h, it kuit eus Kankaven da gerzhet e-pad 7 km etre al lann hag ar gwez-pin a-us ar mor hag oufoù gwaskedet. Plijusoc’h a se e vo p’en em gavot er beg.

Ma’z it gant ar c’harr-tan, lezit anezhañ er parklec’h hag it gant ar wenodenn a dremen e-touez ar plant touz a-raok erruout tamm-ha-tamm lec’h m’emañ ar reier troc’h-didroc’h hag an tornaodoù beskellek.

Gwelloc’h eget e 16/9 !

Diwar ar beg-douar e c’haller sellet ouzh un daolenn fromus, eus Kab Frehel betek Granville en ur dremen dre Bae Menez-Mikael-ar-Mor. 25 km ac’hane e weler splann Menez-Mikael e-unan. Pelloc’h e spurmanter enezeg Kalzenez. M’ho pez chañs e c’hallot gwelet un tropad delfined hag a gustum bezañ en trowardroioù pesked e-leizh enno. Pa vez izel ar mor (sellit mat ouzh an eurioù !) e c’haller mont gant ur wenodenn betek ur vougev toullet en tornaod.

E fin an devezh, pa ne vez ket morenn, e weler an aod o flamminañ pa’z a an heol da guzhat.

Laoskit ho selloù da blavañ

A-dal d’an diribinoù liken warno, en tu all d’un ode lec’h m’eo rust ar mor gant ar chal hag an dichal, emañ Enez al Lann, anezhi ur gwarezva evned ha louzawouriezh. Tapit krog en ho kevellunedennoù ! Ar morvrini bras eo arouez al lec’h. Bevañ a ra eno kichen-ha-kichen gant ar gouelini gris, ar morbiged-Eurazia, an tadorned roueel, ar morvrini-kuchenn…

N’eo ket echu an abadenn !

Adalek Beg an Trein ez a an hent ha hentig ar valtouterien a-hed un aod liesseurt, enni traoù all da ziskoachañ c’hoazh. En em astenn a ra an tornaod er mor betek Añs ar Werje Pelloc’h emañ kastell ar Gwesklin o tiwall un aod traezh alaouret. Plaenaat a ra an aod adarre e Traezhenn ar Venned-Garv, etre Beg Mengar hag Enez Besnard, a yaer enni dre ur strizh-douar.

Daoust ha gouzout a raec’h?

Digredus ha pa’z eo gwir !

Bet e oa an tad Fouré o kizellañ 300 a vorlaeron hag a euzhviloù-mor e-barzh kerreg Rosteneg, betek e varv e 1910. Un oberenn varzhoniel, kar da hini ar facteur Cheval.