Ar Groazig

Ar porzh da vont tre war aodoù Breizh

Foto 1 Ar Groazig Foto 2 Ar Groazig Foto 3 Ar Groazig

Ur blijadur eo mont da dañva aergelc’h ar porzh bihan dibar-se a-hed ar c’haeoù ma weler bigi pesketa ha bageal luskellet gant ar mor. Evit ober anaoudegezh gant ar mareoù ma rae berzh ar gêr-se gant ar mor, n’eus nemet kantren etre an osteloù prevez hag an tiez kozh, eus ar c’hoc’hu-pesked betek an Aod Ouez tiez bras kaer hed-ha-hed ganti.

Un hengoun kreñv en-dro d’ar mor

Gwriziet eo porzh ar Groazig e penn Gourenez Gwenrann, a-dal da Benn Bronn ha d’an Treizh Meur, anezhañ ur pleg-mor hag a zigor ar paludoù warnañ. Adalek ar 16vet kantved e voe roet lañs d’ar porzh gant paramantourien, lomaned, marc’hadourien ha kabitened mennet. Gant ar re-se e voe roet he zres brav d’ar gêr. Dalc’het e vez gant obererezhioù ar porzh. Dilestret e vez pesked ha kresteneged war ar c’haeoù bepred. Bez’ ez eus lañs ivez bremañ gant an diduamantoù bageal ha kouronkañ.

Ur porzh hir e istor

Kuit da vezañ e dalc’h marc’had an holen hepken e oa en em droet tud ar Groazig d’ober kenwerzh liesseurt hag ivez da vorueta ha da sardineta. Dont a rae bigi eus un tamm pep lec’h en Europa betek eno. Lezel a raent o mein lastr war al lec’h evit reiñ plas d’ar marc’hadourezhioù. Mont a reas al lastr-se d’ober krugelloù, Menez Lennigoù ha Mont Esprit, a c’haller diwarno gwelet ar vorlenn en he c’haerañ. Berzh a rae an obererezhioù-se, ar pezh a weler mat pa seller ouzh an tiez o bannoù koad a-dreñv ar porzh hag ouzh an tiez uhel eus ar 17vet kantved a zo a-hed ar c’haeoù mein-ben. Goude bezañ gwelet ar porzh leun a vuhez hag a charre e c’hallot mont d’aveliñ o c’horf hag o spered war sav-maen hir an Trehig.

Traezhennoù hag un akwariom evit chom da straniñ

Abred-tre e voe brudet ar Groazig evel kêr-gouronkañ. Tapout a reas muioc’h a lañs c’hoazh a-fet touristerezh adalek 1879, p’en em gavas an hent-houarn. Savet e voe tiez kaer war vord ar mor. En deiz a hiziv e c’hall ar familhoù, a-raok mont war an traezhennoù dudius, splujañ e deun morioù ar bed en Océarium. Setu aze ur veaj eus ar re blijusañ, ma vo digarez da c’hoari koach koukoug gant pesked koural pe da vousc’hoarzhin ouzh ar rinkined !

Un aod gouez ha dous war un dro

C’hoant ho peus d’analañ ur bannac’h aer vras ? Kemerit gwenodenn-aod an Aod Ouez. Kavout a reot oufoù, traezhennoù ha froudadoù reier kaeroc’h an eil re eget ar re all. Ur wech an amzer e weler un ti brav evit vakañsiñ, sonn a-us ar mor. Emañ ar pep kaerañ eus an droiad-se eus Porzh Lin betek aod Sant Goustan.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Fellout a ra deoc’h mont da chevreta ?

Ar Groazig eo ar porzh kentañ e Frañs evit a sell ouzh pesketa chevr-ruz. Dav eo lavaret ouzhpenn e oa bet ijinet ar c’havell da dapout chevr gant un den eus ar Groazig, René Sibille e anv, e 1850.