Ar c'hab

Kement a blij d’an den !

Foto 1 Ar c'hab

Un tour-tan bihan plantet en un tamm lanneg, un ti gwenn war ur beg douar roc’hellek, ur chapel kludet evel ur geder war ur c’hastell-lestr… Mard it da bourmen war aodoù ar C’hab e c’hallot gwelet Breizh he livioù flamm leizh ho taoulagad, pell diouzh an hentoù darempredet stank. Ur bam d’ar galon !

Penn diwezhañ pe penn kentañ ?

Er c’hornôg da Zouarnenez ha da Waien e krog bro ar C’hab. Amañ emeur e Penn-ar-Bed gant gwir abeg ; spurmantiñ a reer penn diwezhañ an douaroù dre un aridennad kaboù ha begoù douar hag a vez o talañ ouzh ar mor stad enno. N’eus nemet al laboused a zeu a-benn d’ober o annez war an tornaodoù bravañ. Dav eo chom da vamañ ouzh an arvor-se a-raok mont betek ar begoù hollvrudet, Beg ar Raz ha Beg ar Vann. E diabarzh an douaroù ho po plijadur en un doare disheñvel gant lec’hioù siouloc’h o savadurioù kaer.

Kab ar plijadurioù

Lec’hioù evel zo dleet evit mont da vale zo eus Beg ar Milier, Beg ar C'hastell Kozh ha Beg Brezheleg, lec’hioù na vezont ket ankouaet hag ac’hano e c’haller, ar pezh zo kaeroc’h a se, sellet ouzh Beg Penn ar Roz ha Gourenez Kraozon. Kement ha degas un tamm douster en daolenn-mañ souezhadennoù e-leizh enni, e kaver traezhennoù munut ha porzhioù, souchet e gwantennoù mein e-touez aodoù uhelañ Arvorig.

Ul lec’h hag a zegas c’hoant d’an den da nijal !

El lec’hioù tourmant-se emañ al laboused en o bleud. Miliadoù anezho en em gav e gwarezva evned ar C’hab, unan eus ar re bennañ e Breizh. War un aod meurdezus ha gouez, 70 m a-us ar mor, e c’hallit sellet ouzh karaveged pavioù du, ereved beg hir pe karamelled, diwar gwenodennoù balizennet pizh. Abalamour d’ho selloù da vezañ ken lemm ha re an erered, grit gant ar pellunedennoù a gaver a-hed an droiad, pe amprestit gevellunedennoù en antre.

Plijus-kenañ !

Fellout a ra deoc’h gwelet ar maezioù ha kejañ gant an dud ? A-hed hentoù bihan ez eus kêriadennoù enno tiez kozh e-kichen ur maner pe ur vilin. War ribl ar Gwaien emañ Pontekroaz, ur gêr brudet gwechall gant he foarioù bras ha lec’h ma’z eus bet miret kalzik traoù kaer eus ar Grennamzer. Un arsav plijus en ur gêr vihan neuziet-kaer.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Penntiroù na c’haller ket trec’hiñ

E Beg ar C’hastell Kozh e kaver un dra dibaot : ur beg kaeet eus mare ar C’halianed. War o lerc’h ez eus chomet dismantroù mogerioù kreñv a-dal d‘ar mor. Nepell alese, er C’hastell Meur, ez eus un oppidom all.