Al Lenn Veur

Ur pezh gronnad dour hag evned !

Foto 1 Al Lenn Veur Foto 2 Al Lenn Veur Foto 3 Al Lenn Veur Foto 4 Al Lenn Veur Foto 5 Al Lenn Veur

Al lenn naturel vrasañ er plaenennoù e Frañs eo al Lenn Veur, ha koulskoude ne vez kaoz kazi gwech ebet eus al lec’h dibar-se. Dav eo lavaret eo kuzhet a-dreñv renkennadoù gwez ha korz-dour. Hentoù distro a gaso ac’hanoc’h betek ar glad naturel-se hep e bar, ken pinvidik ha Camarga.

Dour e-mesk ar gwiniegi

Emañ al Lenn Veur 14 km eus Naoned. Ar stêrioù Ognon ha Bolon a zegas dour enni ha liammet eo gant al Liger dre an Acheno. Ha pa ra 6 300 hektar, ne ra nemet etre 1 ha 2 m donder. Evit lavaret ar wirionez, ne vez en he ledander brasañ nemet e-pad ar goañv. En hañv e ra 800 ha hepken. E 1980 e oa bet roet d’ar Stad gant he ferc’henn Guerlain, ar produer c’hwezh-vat, gant ma vefe gwarezet ha gant ma talc’hfe ar besketaerien a vicher da labourat enni. Dont a reas neuze da vezañ ur gwarezva naturel.

Baradoz al lapoused

Cheñch stumm a ra al lenn ingal, o lakaat an enezennoù war neuñv, a ya haleg ha korz d’ober anezho, hag an tapisoù loaioù-dour gwenn ha melen da fiñval. Mat-tre eo ar charreoù-se evit ober d’an evned gouennañ ha kavout o bevañs ! Reiñ a ra bod da 250 spesad, evel herlegoned bras ha spanelled gwenn, rouez-tre e Frañs, hag a ra o annez eno. Gallout a reer gwelet ivez morvrini bras, herlegoned bihan, kerc'heiz-noz... A-wechoù e weler ibized sakr. Gournijal a ra melloù tropadoù kerc’heized louet (800 koublad) ha houidi (20 000 e-pad ar goañv) a-us d’al Lenn Veur. Pignit e-barzh arsellva Kerc’hevrel pe betek Pierre-Aiguë e Sant-Enion-al-Lenn-Veur evit sellet outo en doare gwellañ ma c’haller.

Reolennoù pesketa strizh

Evit lakaat linennoù, kevell pe rouedoù el lenn e ranker bezañ o chom en ur gumun sko outi ha bezañ mab pe mab-bihan d’ur pesketaer. Un dek bennak a besketaerien a vicher hepken, war o zignoloù beg lemm, a dap silioù, bekeded, sandred pe mandoged. Da zeiz gouel ar besketaerien, d’ar 15 a viz Eost, e c’haller mont da bourmen war vourzh ur c’hanod ha gwelet penaos e vez pesketaet gant ur sein.

Ul lec’h relijiel ivez…

War ribl al lenn emañ iliz abati Sant-Filberzh-Deaz, a zo un iliz karolingat eus an 9vet kantved brav da welet gant he nev a adkaver enni stumm an Henamzer ha levezon Bizañs, he liorzh al louzeier e doare ar Grennamzer…

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra eo an trouz-se, e-kreiz al lenn ?

Dindan al lec’hid, e deun al lenn, e vefe Herbauges, ur gêr milliget abalamour d’he buhezegezh diroll. Seniñ a rafe he c’hloc’h c’hoazh da hanternoz, da nozvezh Nedeleg.