Aber Ac’h - Aber Benniged - Sant-Pabu

Lec’h ma teu an douar da gejañ ouzh ar mor

Foto 1 Aber Ac’h - Aber Benniged - Sant-Pabu Foto 2 Aber Ac’h - Aber Benniged - Sant-Pabu Foto 3 Aber Ac’h - Aber Benniged - Sant-Pabu Foto 4 Aber Ac’h - Aber Benniged - Sant-Pabu

Nag un aod kaer-meurbet eo hini an Aberioù, a reer aod ar mojennoù anezhi ivez. Amañ e teu an dour tre e-barzh an douaroù, ur marzh eo da welet, peadra da chom sabatuet. Bordet eo ar mor glas-pers gant aodoù traezh fin, ken ne c’haller nemet bezañ boemet gant ar c’hornad brav-se.

An Aber Ac’h eo an hini vrasañ eus an teir aber a gaver en aod ar mojennoù. Enni e kaver lec’hioù liesseurt, evel Aod an Aelez ha Pont Krac’h. Goude bezañ tremenet hebiou Tour-tan Enez Werc’h e welot ur bravik a borzh pesketa artizanel. It pelloc’h war-zu ar c’hornôg avat. Tevennoù Gourenez Santez Marc’harid, morhesk o kreskiñ warno, a dalvez ar boan mont da welet anezho ! Bez’ ez eo an aod, gwarezet gant kerreg hag enezennigoù e-leizh, ul lec’h naturel ha gouez a-feson evit bale pe mont war blankennoù dre lien.

Hmmm... Istr !

Brudet eo an Aber Benniged, a zo o jilgammat etre parkeier ha maezioù koadek, evit an istr saourus, re blat ha re gleuz, a c’hounezer enni (Prad ar C’houmm ha Prad ar Vilin). Da dañva hep tortal ! E beg an aber ez eus ur porzh eoriañ hag a blij kalz d’ar vageerien. Nag an aodoù traezh gwenn eus ar c’haerañ ? Ne viot ket evit padout ken.

Mor glas-pers ha traezh fin

Deuet e oa sant Pabu eus Breizh-Veur. Savet en doa ur manati kentañ e Trebabu, a-raok mont da chom da Sant-Pabu. Emañ ar gumun vrav-se e beg an aber hag enni ez eus aodoù traezh fin eus ar re gaerañ. Peadra da lakaat anezhi da vezañ ur gêr gouronkañ hag a ra berzh. It da vale war ar wenodenn a-hed an arvor. An doare gwellañ eo da welet pegen kaer eo an aod.

Daoust ha gouzout a raec’h  ?

Bro ar 101 a vilinoù

E penn kentañ an 20vet kantved e oa 101 a vilinoù-dour e kornad an Aber Benniged, na petra ’ta ! Pep ti-feurm a briente e vleud d’ar mare-se. Lakaet int bet abaoe e pretioù pe e tiez-annez. Grit un arsav e milin Trouzilid Kozh e Treglonoù, ur bod eo hiziv an deiz