Traezhenn ar Min Aour

Un hir a draezhenn riblennet gant tornaodoù melen-ruz

Foto 1 Traezhenn ar Min Aour Foto 2 Traezhenn ar Min Aour Foto 3 Traezhenn ar Min Aour

Degemer mat e Pennestin, ur gêr gouronkañ dudius anezhi. Ouzhpenn un dek traezhenn bennak a draezh munut a-hed 25 kilometr war an aod... Stank eo spletoù al lec'hiad-se met gant tornaodoù melendu traezhenn ar Min Aour e viot hoalet. Kit d'ar red d'ober un dro du-hont !

Un tornaod uhel, dezhañ arlivioù melendu, zo a-us d'ar mor... Hoalet e viot gant an hir a draezhenn daou gilometr hed. Ma laka al livioù-se da soñjal e liv ar metal prizius n'eo ket dre zegouezh. Korvoet e voe an tornaod evel min aour en 19vet kantved, setu perak e oa bet anvet evel-se ! Lakaet e voe tud da gaout spi bras er mare-se met serret e voe ar min e-pad ar Brezel bed kentañ dre ma ne veze ket tennet danvez a-walch anezhañ. Kit da bourmen di e fin an devezh. Pa ya an heol da guzh e vez an tornaod melen-ruz e asskedoù en e gaerañ. Un arvest brav-meurbet, ken ez eo.

Ouzh ho kevellunedenn !

Kit gant hent ar valtouterien zo ar penn anezhañ e traezhenn ar Min Aour. Er c'hreisteiz e ro an tornaod goudor d'un nebeud oufoù kaer ha sioul, plijus-kenañ e-pad an hañv pa vez a-leizh a familhoù o rouzañ war draezhenn ar Min Aour. Kendalc'hit war-lerc'h war-zu Beg ar Bil. En donvor ez eus enezennoùigoù roc'hellek, goudoret enno meur a spesad laboused-mor.

Menam meman... Meskl-park !

Arabat eo kuitaat Pennestin hep ober un tañva d'ar meskl lipous a zegas brud d'ar c'horn-bro. Pa viot o pourmen war vord ar mor e welot peulioù gant kerdin en-dro dezho moarvat. Ar peulioù du goloet gant meskl a vez gwelet, c’hwi a oar, pa vez izel ar mor.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pe gwelet eus an oabl

Ha ma rafec’h anaoudegezh gant traezhenn ar Min Aour diwar nij ? Un mennozh mat eo pa ouzer emañ el lec’hiad-se an dachenn nemeti en departamant evit dibradañ gant parapentoù. Plijadur a vo !

Liens utiles

Office de tourisme de Pénestin

Sensation Bretagne