Sant-Kado ha Stêr an Intel

Un droiad etre an douar hag ar mor

Foto 1 Sant-Kado ha Stêr an Intel Foto 2 Sant-Kado ha Stêr an Intel Foto 3 Sant-Kado ha Stêr an Intel Foto 4 Sant-Kado ha Stêr an Intel Foto 5 Sant-Kado ha Stêr an Intel

Unan eus lec’hioù kaerañ ar c’hornad eo enezennig Sant-Kado hag aber an Intel, anezhi ur pleg-mor hag en em gav meur a stêr enni. Mont a ra an istregi, ar gourinizi hag ar geunioù da dresañ ur gartenn-bost kaer-eston er mor diabarzh-se, 22 km2 dezhañ, etre an Oriant ha Gwened.

Un draonienn-stêr beuzet gant ar mor eo Stêr an Intel a ya d’ober ur bae gwaskedet, enezennigoù strewet ennañ. E genoù ar stêr eo klozet ar bae gant ur reuzeulenn lonktraezh, Beg an Havr. Grit un arsav er c’hornad, bamet e viot gant e dres liesseurt. Geunioù, istregi, tevennoù, traezhennoù gouez, oufoù kaer ma teu bigi liesliv d’eoriañ… Eno e cheñch tres ar vro dizehan diouzh gouloù an deiz ha mareoù ar mor. Ne viot ket evit padout dirak kemend-all a draoù kaer.

Manam, istr…

It war-droad, gant un MTB pe war varc’h mar karit, d’ober anaoudegezh gant loened ha plant dibar ar stêr. Kerc’heized, morvrini, morbiged-Eurazia, sourouc’haned, skraved… Eno e kaver stank ivez meskl, rigadell, kokez pe bigerniel. N’it ket kuit ac’hano anez bezañ tañvaet istr Stêr an Intel a vez fouge e tud ar vro ganto.

En tu all d’ar pont

Ne c’haller ket chom hep mont betek Sant-Kado, ur gêriadenn vrav savet war un enezennig e-kreiz ar stêr, liammet ouzh an douar bras gant ur pont. Bezit bamet gant an tiez pesketaerien eus ar re vravañ hag an iliz roman kaer-kenañ a vez digor bemdez e-kerzh an hañv. Pa ya an heol da guzhat e vez un dudi sellet ouzh ar gêriadenn vihan-se.

Hengoun ha binawoù

Gwechall e oa an Intel ar porzh touneta kentañ war aod ar Mor Atlantel. Bep bloaz, e-pad an hañv, e vez degaset da soñj eus ar mareoù glorius-se da-geñver gouel an touned ma klever son ar vombard hag ar binioù. Arabat c’hwitañ an emgav-se.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pont an Diaoul

Hervez ar vojenn e vije bet savet ar pont da vont eus an douar bras da Sant-Kado gant an Diaoul. Goulennet en dije hennezh tapout ene ar c’hrouadur kentañ a vije tremenet war ar pont. Kontet e vez e vije bet kaset ur c’hazh di gant sant Kado, paotr fin anezhañ !

Lien utile

Communauté de communes de la Ria d'Etel