Sant Geltaz ha chapelioù ar Blavezh

Etre touristerezh glas ha feunteunioù sakr

Foto 1 Sant Geltaz ha chapelioù ar Blavezh       Foto 2 Sant Geltaz ha chapelioù ar Blavezh       Foto 3 Sant Geltaz ha chapelioù ar Blavezh

Flondrenn ar Blavezh, a dreuz bro Pondi ag an norzh d’ar c’hreisteiz, a ginnig un ardremez glazvezek dudius-meurbet. Met ar chapelioù hag ar feuteunioù a-leizh eo dreist-holl zo danvez ur sell enno. Kement a lec’hiadoù sakr a bed ac’hanoc’h da veajiñ. Yao !

Stêr goant ar Blavezh, a strink e stumm ur vammenn en Aodoù-an-Arvor, a gammigell war-zu ar c’hreisteiz evit mont d’en em stlepel e morlenn an Oriant. Kleuziañ a ra he naoz en un torosennadur dizingal, en em astenn a ra etre lanneier ha koadeier dudius-meurbet. Maezioù glazvezek m’eo tamolodet chapelioù ha feunteunioù sakr. E-touez ar monumantoù brav d’ober anaouegezh ganto dre ret e viot plijet meurbet gant ar peniti digustum sant Geltaz e Bizhui. Ur chapel savet dindan ur bloc’had roc’hellek bras-divent.

Benet er roc’h

War lez ar Blavezh e hañval chapel sant Geltaz bezañ en ur pleg fall dindan ar roc’h divent. Ne c’hallit nemet bezañ souezhet gant ar peniti benet er roc’h. Ar vojenn a ro da c’houzout e oa deuet sant Geltaz ha sant Bizhui d’en em staliañ er c’hev naturel-se er 6vet kantved. Dont a reas al lec’h-se, lakaet da dreiñ en un orator, da vezañ kalonenn ar Prioldi e Roche-sur-Blavet. Savet e voe ar chapel ur wech kentañ er 15vet kantved hag adsavet e voe e 1837. Ul lec’h a dalvez ar boan, a-dra-sur, da vezañ gweladennet !

Feunteunioù sakr

Ar Gelted a soñje dezho en doa an dour ur vertuz da bareañ an dud hag e-se o doa un azaouez dreist ouzh ar feunteunioù. Ur chapel a veze savet peurliesañ e-kichen ar vammenn. Kemerit amzer da weladenniñ chapel Sant nigouden. E-kreiz delioù ar bochadoù gwez e vez gwelet he c’horzenn dantelezhet e giz gotek flammek. Pelloc’h e ro bod chapel Sant-Nikolaz-an-Dour da livadurioù kaer awenet gant ar bobl.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pe an arz a-vremañ o tihuniñ ar chapelioù

Bep hañv, da vare ar Festival « An arz er chapelioù », e vez degemeret labour arzourien a-vremañ en ilizoù bihan eus ar 15vet hag ar 16vet kantved e flondrenn ar Blavezh. Ur meskaj doareoù deuet brav.  

Liens utiles

Office de tourisme de Pontivy Communauté