Roc’h-an-Argoed

Ur gaer a gêriadenn vleuniet

Foto 1 Roc’h-an-Argoed Foto 2 Roc’h-an-Argoed Foto 3 Roc’h-an-Argoed

Unan eus «  Kêrioù bihan neuziet-kaer » kaerañ Breizh ez eo moarvat Roc’h-an-Argoed. Pediñ a ra ac’hanoc’h d’ober ur veaj en amzer. Sellit pegen brav eo he ramparzhioù, he c’hastell hag hec’h annezoù kozh ! Kêr bleuniet-kaer, zo birvilh enni a-hed ar bloaz gant he boutikloù brav, he falieroù hag he stalioù artizaned arz.

Roc’h-an-Argoed, savet war ur beg roc’hellek e-kreiz al lanneier hag ar c’hoadoù, zo e-touez ar c’hêriadennoù kaerañ eus Frañs. E pep lec’h e vez gwelet geraniom hag iliav o lakaat ar maen war wel gant o bleunioù livek. Amañ e vez graet pep tra gant aket. Gant he straedigoù pavezet, he barroù-ti stilikaet, e tiskouez kêr bezañ ur bravig kaer neizhet er Mor-Bihan. Sellit ouzh an tiez korbelloù zo war blasenn ar Puñs ur blasenn voemus anezhi, hag er straed Sant-Mikael ha grit ho mad eus al lec’h-se. E-pad an hañv ne vez gwelet nemet tud war-droad er gêr gozh. Ur blijadur…

Iskisat kastell !

Kastell Roc’h-an-Argoed, bet diazezet en 12vet kantved, a voe adsavet er 17vet kantved. Met e deroù an 20vet kantved e voe roet buhez dezhañ en-dro diwar atiz al livour amerikan Alfred Klots. Goude bezañ prenet ar pourpezioù e reas ur maner anezho ha ne voe ket pell o lakaat ar gêriadenn da zont da vezañ lec’h emgav an arzourien.

Dre hentoù treuz

Evit ober stad eus al lec’hioù-se eo gwelloc’h dont da straniñ e kêr diouzh ar mintin. En enderv, evit chom hep daremprediñ an engroziad tud zo enni, e c’hallit mont war vord stank ar Vilin Nevez. Ul lec’h loc’hañ a-feson eo evit mont gant an hent-bale a c’hoari an dro da Roc’h-ar-Argoed. Kontit div eurvezh evit ergerzhet 6 kilometr an droiad c’hlas.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

War roudoù tud Cro-Magnon

Plijout a raio d’an dud yaouankañ punañ an amzer ! Kit da vevañ mare an dinaosored e-pad un enderv e Park ar Ragistor. Ur park 25 hektar, etre lennoù ha tornaodoù, gant war-dro 30 taolenn oc’h adsevel istor ar mare-se.

Liens utiles

Office du tourisme de Rochefort en terre