Pont-Aven

Kêr an awen !

Foto 1 Pont-Aven Foto 2 Pont-Aven Foto 3 Pont-Aven Foto 4 Pont-Aven Foto 5 Pont-Aven Foto 6 Pont-Aven Foto 7 Pont-Aven

Ar gêr vihan-se, tamolodet en aber c’hlasvezek an Aven, zo brudet gant skol al livourien, a oa bet Gauguin mestr anezhi. En ur bourmen a-hed an aber, en ur vont en tu all d’an treuzelloù, eo aes empentañ an arzourien pitilh gant ar dremmwelioù barzhonius ha gant skedusted ar porzh bihan.

Eus kêr ar milinoù da gêr al livourien

Ar Stêr-Aven zo o treuziñ kêr en ur lakaat ar stêr froudennus zo anezhi da dreiñ en un aber habask a sav al lanvioù hag un nebeud bigi-bageal betek enni. Ar wazh-dour zo o lammat hag o tazlammat etre bloc’hadoù reier bras ha rontaet, en ur lakaat ur rod koad pe ziv da dreiñ. Un testeni int eus ar 14 milin o vont en-dro c’hoazh. En 19vet kantved e voe graet skol gant an drevadennad arzourien war al lec’hiad dudius-se, ha roet e voe livioù nevez d’ar gêriadenn. Hiziv an deiz eo puilh ar palieroù arz enni, en ur lakaat ar spered « bohemian » a oa o ren enni gwechall da badout.

Ur skol en he frankiz

Al livourien, klasket ganto epernout arc’hant ha danvezioù “arallvro”, en em gavas e Pont-Aven adalek 1860. Gauguin, hardishoc’h eget livourien all (Bernard, Sérusier, Maufra…), a gemeras penn strollad diazezerien Skol Pont-Aven e 1886. Eus an ti-pañsion Gloaneg e-lec’h ma oant o vevañ, e kase al livourien o marc’h-koad ganto war-zu Koad Amour. Dre ur wenodenn blijus e c’hallent adkavout al lec’hioù a zegase awen dezho. E-kreiz kêr, gant palieroù tro-dro dezhañ, e c’haller gweladenniñ ar mirdi gouestlet d’ar mare-se ma oa c’hoant krouiñ.

Degas c’hoant sellet

Pont-Aven zo ur gêr dibar evit tremen eus gweledvaoù sterniet da weledvaoù “natur”. Dre ar vali Xavier-Grall e vezer kaset eus ur ribl d’egile gant an treuzelloù kuzh, a-hed poulloù-kanañ, kanoù-dour ha rañvelloù da zourañ aspadennoù ar meilhoù. Ar ribloù bleuniet a zegas o livioù d’ar mogerioù ha d’ar pontoù-maen. En dour ez eus ur garreg vras, « botez-koad Gargantua » hec’h anv, a zegas da soñj e oa bet darempredet e-leizh a lec’hiadoù gant an harozed mojennel.

War-hed nebeut…

A-us Koad Amour eo kuzhet chapel Tremalo a-dreñv rideozioù gwez-derv ha gwez-faou. Stouiñ a ra he zoenn iskis ha disimetrek betek an douar pe dost eus tu an norzh. Gant Gauguin e voe brudet krusifi liesliv an nev el livadur « Ar C’hrist Melen ». Un tammig pelloc’h en adraoñ ez eus ur vilin-vor vamus eus ar 15vet kantved e-kichen kastell Henant. Pa’z eer war-zu ar mor e c’haller gwelet logelloù gwenn a-hed traezhenn voemus Portamaneg.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

(pe Unan a yelo ganeoc’h ?)

Evit ober un ehan etre daou balier pe evit lezel amzer d’an engroeziad touristed da steuziañ da eurioù zo e-pad an hañv, debrit un nebeud galetez eus Pont-Aven. Ar galetez Traou-Mad eo anv ar galetez anavezetañ.

Liens utiles

Office du tourisme de Pont Aven