Klison

An Dolce Vita e Marzoù Breizh

Foto 1 Klison Foto 2 Klison Foto 3 Klison Foto 4 Klison

Villae giz Toskana, gwaregoù ha kinkladurioù gant brikennoù, kolonnegoù war valir, gwez-olivez o delioù o vordrouzal war ar savennoù, roz ha gwiniegi o fiñval war an treilhennoù, kloc'htioù karrez toet gant teol ront... Daoust hag en Italia e vefec'h ? N'emaoc'h ket avat, Sevr Klison an hini zo o lufrañ e deun an draonienn.

Kroashent ar broioù hag ar sevenadurioù

A-dal d'an Anjev ha d'ar Poatev, e kember ar Sevr gant ar Moine, e voe savet ur c'hastell kreñv, un tour-meur sko gantañ, gant Dugelezh Breizh er 14vet kantved. E-touez an aotrouien a vevas ennañ e oa ar c'honestabl brudet Olier Klison. E-kerzh e gantved e voe savet koc'huioù ha pontoù er gêr. E 1793 e voe drastet Klison gant brezelioù ar chouanerezh. Degaset e voe buhez en-dro en draonienn a-drugarez da dri den hag a oa sot gant Italia. Diwar neuze eo neuziet Klison un tamm giz Toskana en un doare digustum. Dont a ra an teol hag ar brikennoù da gejañ gant ar mein-glas hag ar greuvaen.

Pa'z a ar Grennamzer da Romantelezh

Livioù ha blazioù a vez leizh ar c'hoc'huioù eus ar 15vet kantved. Bodet e vez produerien ha lipouzerien dindan ar framm koad derv, sapr ha kistin, bep Gwener da-geñver ar marc'had.

Un tamm izeloc'h e weler tres sonn ar c'hastell. Gant dismantroù kaer e valegoù-tarzhell, e dourioù hag e bont-gwint ez a d'ober kalon an endro romantel bet adsavet e Klison.

Diskennit gant straed Tire-Jarrets pe straed an Iliz-chabistr en em gavout e pont an Draoñienn ha pont Sant-Anton bet savet er 15vet kantved. Diwar an hini kentañ e c'haller sellet ouzh ar gêr gozh en he c'haerañ. Div volz dezho stumm ur wareg torr a ya d'ober an eil.

An hunvre italian

Awenet e voe ar vreudeur Cacault hag ar c'hizeller Lemot evit degas buhez en-dro e Klison. En 19vet kantved e voe sevenet mennozh dirollet Domani Gwaremm Lemot. En ur park koadek ez eus lakaet savadurioù giz Italia, delwennoù giz an Henamzer ha temploù bihan evel en ur seurt endro peurgempouez. En antre an domani emañ Ti al Liorzhour a zo ur gwir bennoberenn vihan a-fet an doare tiez a-c'hiz-kozh eus Italia. Dont a ra gwere ar Villa Lemot, savet er stumm nevezklasel, da valirañ a-us ar Sevr.

Daoust ha gouzout a raec'h?

pe C'hoant da vezañ e-mesk an natur ?

Gant ar Sevr, ar Mewan hag ar Moine e vez treset troiadoù evit ar valeerien a-hed ar ribloù, pe ar roeñverien e skeud ar gwez. Un dibab hentadoù etre ar stêrioù hag ar gwiniegi.

Lien utile

Vallée de Clisson