Kerlouan

Ur gaer a gêriadenn he ziez-plouz

Foto 1 Kerlouan Foto 2 Kerlouan

E-kreiz Bro-Bagan emañ Kerlouan. Plijout a ra d'an dud gant he zevennoù geotek hag an aergelc'h dibar a zo enni. A-dreñv pezhioù reier o stumm iskis e c'haller gwelet ur gêriadenn he zoennoù soul savet gant ar besketaerien, hag a zo chomet ken kaer ha gwechall. It d'ober un tamm tro dre an aod hag he c'herreg bras.

Kerlouan ? Ha pa n'ho pefe ket klevet an anv-se gwech ebet ho peus bet tro, sur a-walc'h, da welet skeudennoù eus he zi-gward, he ziez-plouz pesketaerien pe he zraezhennoù kaer. Adkavet e vezont war ur bern kartennoù-post ha sturlevrioù touristerezh. It da zizoleiñ kêriadenn goant Meneham. Bamet e viot o welet he zi-gward eus ar 17vet kantved a zo evel gennet etre ar reier, ha ken bamet ivez gant he ziez-plouz brav bet adkempennet hiziv an deiz.

Ur chapel e-mesk ar c'herreg

Ouzhpenn an aod a vez fichet gant ar reier er c'hornad-se. Reier e-leizh zo tro-dro da chapel Paol, savet er 16vet kantved e diabarzh an douaroù, hag adsavet en 19vet. Spurmantiñ a reer he zour, sonn en e sav etre ar c'herreg. E-kichen ez eus ur c'harid vaen, savet diwar c'houlenn Vauban, hag a oa da herzel ouzh argadennoù ar Saozon.

Pezhioù reier

Evit ar re a zo o klask chom da zistennañ n'eus ket par da aod traezh fin Brignogan gant pezhioù greuvaen a bep tu dezhi. Nepell alese emañ beg Pontusfal hag e borzh bihan, anezho lec'hioù kaer da vont da vale. It a-hed ar BH 34, a adkemer hentig ar valtouterien, da zizoleiñ a bep eil oufoù bihan ha pezhioù reier dezho stummoù loened (ur vaot, penn ur c'hi...).

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Mojenn paotred ar c'hil-krog

Bigi e-leizh o deus graet peñse war aodoù Bro-Bagan. Hervez ar mojennoù ez eo tud mennet fall a vefe bet kaoz d'ar gwallzarvoudoù-se. Kontañ a reer e vezent o pourmen war an tevennoù diouzh an noz, pep a letern en o dorn, abalamour da sachañ ar bigi war-zu an aod lec'h ma'z aent neuze da skeiñ...