Karanteg ha Bae Montroulez

Ur bae kaer enezennigoù strewet ennañ

Foto 1 Karanteg ha Bae Montroulez Foto 2 Karanteg ha Bae Montroulez Foto 3 Karanteg ha Bae Montroulez Foto 4 Karanteg ha Bae Montroulez

Etre Leon ha Treger emañ bae Montroulez, ul lec'h kaer ur bern enezennoù bras pe bihan strewet ennañ . Er bloavezhioù 1900 e oa diouzh ar c'hiz, e-touez an arzourien, bezañ e gourenez Karanteg. Ne c'haller ket komz eus al lec'h-se anez komz ivez eus Enez Kalod a yeer betek enni war droad pa vez izel ar mor. It da welet an oufoù traezh findudius a gaver enni, plijet e viot, sur ha neket marteze !

Montroulez ! Tres penn kentañ an 20vet kantved, gant forzhik bleuñv, a gaver gant gourenez Karanteg, gant-se e plijo deoc'h a-dra-sur. Kemerit amzer da vont da vale war Enez Kalod a zo miret evit ar gerzherien hepken. Mont a reer di dre ur chaoser traezh ha mein a vez dizoloet pa vez izel ar mor. N'ankouait ket avat sellet pizh ouzh eurioù ar mareoù, deoc'h da vezañ sur da zistreiñ ac'hano war ho treid !

Ul lec'h diouzh ar c'hiz

Petra zo boutin etre ar skrivagner Alexandre Dumas ar mab, ar marichal Foch hag ar stilourez Nina Ricci ? Karanteg ! Er bloavezhioù 1900 e plije d'ar re-se mont di evit sellet ouzh ar mor. Unan eus ar c'hêrioù kouronkañ a oa ar muiañ diouzh ar c'hiz er c'hornad e oa da neuze gant he domanioù kaer hag he falazioù. Bremañ ez eo ul lec'h ma weler familhoù dreist-holl. N'eus ket par d'an traezhennoù gwaskedet eno evit kaout un tañva eus plijadurioù ar sportoù dour hag ar splujerezh.

Yao betek Tahiti !

Tahiti ? E Breizh ? N'emaoc'h ket o hunvreal ! E-giz-se e vez graet eus an draezhenn a zo sko e gourenez Penn al Lann. A-dal dezhi, tost-tre ouzh an aod, emañ an Enez Loued aes anaout anezhi gant he zour-tan. N'eus nemet un ti warni, hini ar gward, gant e liorzhig sko outañ. Nepell alese emañ Kastell an Tarv, a voe tro-ha-tro ul lec'h difenn, un toull-bac'h Stad, domani cheuc'h ar re Vilmorin e penn-kentañ an 20vet kantved pe ur skol-vageal. Ur mirdi a c'hallit bizitañ eo deuet bremañ da vezañ.

Daoust ha gouzout a raec'h?

pe Skraved pezh a gar !

Gant e warezva evned eo bae Montroulez ul lec'h dibar en Europa. En Enez Wragez hag er Rikard Vihan e kaver neuze ouzhpenn mil koublad skraved rannet e tri spesad : skraviged boutin, skraved-kuchenn ha skraviged-Dougall o beg du. Tapit krog en ho kevellunedenn ha sellit mat pegen kaer int !