Gwenrann

Holen kras zo er gêr-mañ !

Foto 1 Gwenrann Foto 2 Gwenrann Foto 3 Gwenrann Foto 4 Gwenrann

Gant he mogerioù kreñv eo heñvel a-walc’h Gwenrann ouzh ur seurt “Carcassona ar c’hornôg”. A-dreñv ar gouriz maen-se avat e weler splann, gant toennoù maen-glas an tiez kozh, emañ ar gêr arz hag istor-se e Breizh. Dont a ra he finvidigezhioù diwar ar paludoù-holen, anezho lec’hioù strobinellus ha lintrus.

Bro an aour gwenn

Ar Romaned dija a zastume an holen e Gwenrann, evel ma weler gant an dismantroù villae chomet war o lerc’h. Evit en em ziwall e lakaas ar gêr aozañ savioù-douar, na voent ket trawalc’h da herzel ar Spagnoled da zrastañ anezhi e 1343. Diwar neuze e voe savet pezhioù mogerioù kreñv en-dro d’ar gêr, ar pezh a zegasas un tres diouzh doare ar Grennamzer dezhi. Er 15vet kantved, da vare an oadvezh aour, e oa 269 bag eno d’ezporzhiañ holen ha gwin. Mont a reas he fouez war zigreskiñ pa voe kontraezhet he forzhioù. Lañs a voe tapet ganti adarre gant an touristerezh hag an dastum holen artizanel.

It e-barzh istor ar Grennamzer !

En ul lec’h hep e bar, e skeud ar mogerioù kreñv, e vez dalc’het ar marc’had ! Ar voger eus ar c’haerañ gant he liken alaouret a ra an dro d’ar gêr a-hed 1,4 km. Gallout a ra ar vizitourien dibab unan eus ar peder dor evit antren ha neuze mont da vale dre ar straedigoù troidellek. E diabarzh ar pezh mell dor Sant-Mikael, an antre bennañ, ez eus ur mirdi. Pelloc’h ez eer da vale e-touez an tiez korbelloù, an tiez o bannoù koad hag o lukanoù kinklet. Gant Maner an Trikod pe Maner ar Brovostiezh e c’haller gwelet mat perzhioù an doare tiez dibar-se. Iliz-chabistr Sant Albin n’he deus ket he far p’emañ he c’hador-sarmon er-maez, gant ur viñs da bignat enni.

E-kreiz ur marelladur melezourioù

Brasat plijadur mont d’en em goll e marelladur frank ar paludoù ! Pe e vefe abred diouzh ar beure pe da serr-noz e vez distaolet arlivioù marzhus arc’hantet, glas, gwer ha roz gant an oglennoù lintrus. Aozet e vez piramidennigoù holen gwenn gant ar baluderien “mod nevez” a zalc’h d’ober gant teknikoù kozh. Eus miz Mezheven betek Gwengolo e tastumont holen e-barzh 7000 lagad gant o c’hamellenn. Kutuilhet e vez ar flour-holen, gwir gaviar ar silinoù, en ur ziwall gant jestroù gwevn. Sikouret e vez labour ar baluderien da gentañ-penn gant mareoù ar mor, an heol hag an avel. Miret e vez an holen dastumet er salorjoù, anezho pezhioù karrdioù koad arouezius eus ar vro. Er mirdi kaer Douar Holen e c’hallot tañva blaz saourus an holen !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra zo en holen ?

Dastumet e vez 10 000 t holen bep bloaz gant ar broduerien dizalc’h e Gwenrann. Priziet e vez an danvez a-feson-se evit e vlaz hag ar magneziom hag an oligoelfennoù a gaver stank ennañ.

Lien utile

Office de tourisme de Guérande