Gwal-Liger hag an aber

Ur souezhadenn bepred

Foto 1 Gwal-Liger hag an aber Foto 2 Gwal-Liger hag an aber Foto 3 Gwal-Liger hag an aber Foto 4 Gwal-Liger hag an aber Foto 5 Gwal-Liger hag an aber Foto 6 Gwal-Liger hag an aber

N’eo ket al Liger ur stêr-veur ken sioul ha ma soñj d’an dud. Gouez eo ha ne baouez ket da sebeziñ an dud gant he redoù, hec’h enezennoù, he reuzeulennoù traezh… War c’hlann dehou hec’h aber, ar c’hlann « vreizhekoc’h » a hed anezhi, emañ o’n em silañ etre pradoù heveuz ha korzegoù betek porzh digustum Gwal-Liger.

Ur porzh sioul

Gwal-Liger, etre Naoned ha Sant-Nazer, a zo bet ur porzh leun a oberiantiz, adalek ar Grennamzer betek deroù an 20vet kantved. Gant al listri e veze kaset holen, pesketaet, enporzhiet pe ezporzhiet koad, traezh ha gwin. Greunit glas eztennet eus ar c’hondon a veze karget war-eeun war al listri evit pavezañ ar straedoù e Naoned pe evit sevel lennoù-porzh e Sant-Nazer. 380 hektar a wernioù a ra un astenn d’ar stêr-veur da c’houde. Un nebeud bagoù o vont gant ar c’hanolioù a ziskouez penaos e oa ar vuhez gwechall-gozh er gumun.

War-zu an dour !

Ar gwernioù e Gwal-Liger zo bet stummet e kenlabour gant an natur ha Mab-den. Ur c’han-mor ha skluzioù a ganolie an takad-se puilh ha dibar al loened hag ar plant ennañ. Er goañv e vez goloet an takad glasvezek gant dour peurliesañ. En nevezamzer e teu war wel ar gwrac’helloù foenn falc’het gant labourerien-douar zo o chom e-kichen. An tropelloù saout a vez o peuriñ en o frankiz en hañv, dindan selloù ar valeerien a ya gant ar chaoserioù kozh.

Etre hunvre ha gwirvoud

An arzour Tadashi Kawamata, hoalet gant al lec’h en deus savet un tour e koad e-kreiz ar pradoù heveuz da-geñver an droiad arzel daouvloaziek « Aber Naoned-Sant-Nazer 2007 ». An dud, en o c’hlud en arsellva, a c’hall gwelet kement tra en-dro d’an tour, da lavaret eo ar gwernioù, al Liger, siminalioù Kordevez, pont Sant-Nazer ha kêr Wal-Liger. Gant un hent e koad, bet savet 40 cm a-us an douar, e c’’haller mont eus ar beg-douar uhel d’ar vourc’h. Soubet e vezer penn-da-benn en natur !

Pa viot distroet war an douar-bras e viot dellezek d’ober un ehan plijus en ti-krampouezh-stal levrioù kozh-tavarn, zo anvet Ti ar Porzh. Ti ar Porzh, bet savet e 1855, a oa ennañ un davarn hag ul leti ma teue an dud a vor da ehanañ. Hiziv an deiz e ro buhez d’ur porzh ken brav e pennoù an dud ha m’eo e gwirionez !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

pe Bale gant heuzoù en e dreid 

An hir a dreuzell goad a-heuilh ar pradoù a vez goloet gant an dour pa vez reverzhioù. Un doare nevez c’hoazh da welet al Liger.

Liens utiles

Office de tourisme Loire et Sillon