Erv an Talberzh

Biskoazh kement all !

Foto 1 Erv an Talberzh Foto 2 Erv an Talberzh Foto 3 Erv an Talberzh Foto 4 Erv an Talberzh Foto 5 Erv an Talberzh

N’eo nag un touell nag ur chaoser mogeriet dleet d’ur Vauban ekologour ha trelatet. Un dra dibaot eo a-fed douaroniezh, un nemedenn eston en natur a laka emgav ganeoc’h evit bale a-rez an dour hag ar plant gwarezet. Ur baradoz evit ar besketaerien war-droad eo al lec’hiad mojennel-se ivez.

Ur pallenn maen

Erv an Talberzh, ur pik-estlamm e gourenez Bro-Dreger, en em astenn war 3 km en ur mor marellet a reier. Ar strizh-douar 35 m, graet gant traezh ha bili, zo stummet gant redoù enebet an Trev hag ar Yeodi. Ar gorzenn veinel, ouzhpenn kinnig goudor da laboused a-leizh hag ur chaoser d’ar bourmenerien, a warez ivez ar ganol en em sil etre Pempoull hag Enez-Vriad. Ul lec’h hep e bar, da wareziñ dre bourmen gant doujañs enni.

War hent ar mojennoù

Gallout a reer displegañ penaos e voe stummet an Erv dre an douarouriezh met kavet e vez gwelloc’h displegañ an traoù gant mojennoù romantel. En unan anezho e vez lavaret e oa bet savet an hent-se gant Merzhin en ur skuilhañ miliadoù a vein evit mont asambles gant ar voudig Viviana. En ur vojenn all e vez roet dimp da c’houzout e oa kouezhet Morgan, a oa war enezenn Talberz, e karantez gant ar roue Arzhur. Evit mont davetañ e taolas-hi kailhennoù war-zu an aod, hag ar re-se a oa bet o niver war greskiñ, ken e oa bet miliadoù a viliennoù eno.

Eus glaz ar c’haol da c’hlaz an oabl,

An dud a gar an natur hag ar re pitilh gant ar frankiz a blij dezho an tamm douar-mañ en em astenn war ribl ar mor. Pa viot o vale, ur bannac’hig avel o tarnijal war an aod, en em gavot gant irinjez glas, kaol-aod hag irvin-aod. Tostaat a rit d’al laboused-mor a gav eno un dachenn a-zoare evit neizhañ. Skraviged c’hwiton, kefeleged-aod, morfedenned, morvrini… a zeu da zaremprediñ an takad gwareziñ-se. Gant Mirva an Arvor e vez graet labourioù eno evit lakaat un harz da wastadur an takad.

Tapit krog en ho paneroù !

A-hed ar mareoù e teu peizanted vartoloded zo da vezhina c’hoazh evit temzañ ar parkeier en douar. War an aod vev e kav gwelloc’h ar besketaerien kregina pa vez izelvor : pelured, kokez rous, chevr, kranked-silioù… M’ho peus c’hoant da glask chañs e c’hallit goulenn alioù ouzh an dastumerien kregin met n’eo ket gwall sur e lavarint tra pe dra deoc’h diwar-benn o lec’hioù kuzh.

Daoust ha gouzout a rafec’h ? 

 

(pe Perak e vez lakaet bezhin war ar c’haol-fleur ?)

Ar bezhin dastumet war an aod a vez skuilhet war ar parkier e miz Ebrel hag en diskar-amzer evit derc’hel mouest an douar. E-kichen Erv an Talberzh e tegas ar bezhin kali d’ar c’haol-fleur, ar pezh a ro un neuz kaer ha gwenn-kann dezho.

Lien utile

Office de tourisme Presqu'île de Lézardrieux