Dol (ha Menez-Dol)

Kêr-benn relijiel gozh eus ar Grennamzer

Foto 1 Dol (ha Menez-Dol) Foto 2 Dol (ha Menez-Dol) Foto 3 Dol (ha Menez-Dol) Foto 4 Dol (ha Menez-Dol)

Kêr eskobel gozh Dol, ur gêr war dreuzoù Breizh, a zispak he zeñzorioù savouriezh d’ar weladennerien. Iliz-veur sant Samzun, fleurenn ar stil gotek breizhek, tiez eus ar Grennamzer… Testenioù eus ar savouriezh met ivez ur gwel hep e bar war bae Menez-Mikael-ar-Mor a-bezh eus lein Menez-Dol.

Daoust ha gouzout a raec’h e voe Dol, bet kêr-benn relijiel ar roue Nominoe en 9vet kantved, ur gêr eskobel betek an 19vet kantved ? An iliz-veur, ur monumant pouezus evit a sell ouzh ar stil gotek breizhek, zo test eus an amzer dremenet speredel-se hag a zo dellezek da vezañ gweladennet. Na chomit ket da vamañ ouzh he zalbenn dolzennek hepken, kit da welet pegen mistr ha skañv eo en diabarzh. Ha m’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h e c’hallit mont da welet Mirdi an IIizoù-meur, a-dal d’an iliz-veur evit kompren penaos e veze savet an ilizoù-meur en Europa.

Beaj er Grennamzer

Ouzhpenn an iliz-veur ez eo ivez gant an annezoù eus Straed Vras ar Stuarted e viot lakaet dindan gazel-ge. Parit ho selloù etrezek an tiez porched ha pileroù evit bamañ outo. Ti ar paledoù bihan, eus an 12vet kantved, zo unan eus koshañ tiez Breizh !

Ur menez mojennoù

War-hed 3 km eus kêr emañ Menez-Dol. Ur roc’h greunit eo, 65 m a uhelder dezhi zo bet awenet e-leizh a vojennoù ganti. Kontet e vez o dije stourmet sant Mikael hag an diaoul an eil ouzh egile eno. Gant roudoù eus skilfoù ha revr an diaoul, kerkoulz hag enlouc’h sant Mikael, e ouzomp e oa bet eus an emgann mojennel-se. E lec’h all ez eus traoù da vamañ outo ivez. Estlammit kentoc’h ouzh ar bae en em astenn dirazoc’h. Etre Konkaven ha Granville, hep ankounac’haat Menez-Mikael-ar-Mor.

Daoust ha gouzout a raec’h ? 

(pe Mammouted, arzhed ha frikorneged)

En 19vet e oa bet graet furchadegoù ha gant-se e oa bet lakaet ur gwelead pouezus eus henoadvezh ar maen e gouloù. Bez’ e oa relegoù loened a-zegadoù, en o zouez mammouted, frikorneged hag arzhed zoken !

Liens utiles

Mont Dol