Begerel

Kêr vihan al levrioù kozh neuziet e-giz er Grennamzer

Foto 1 Begerel Foto 2 Begerel Foto 3 Begerel Foto 4 Begerel Foto 5 Begerel Foto 6 Begerel Foto 7 Begerel Foto 8 Begerel

Degemer mat e Begerel. Ur gêr vihan hoalus enni straedigoù eus ar Grennamzer. Gant foar al levrioù kozh a vez aozet enni bep bloaz e vez desachet e-leizh a dud entanet ganti kerkoulz ha gwerzherien levrioù kozh ha levrierien. Kemerit amzer da lugudiñ war blasenn ar C’hoc’hu hag e liorzh an Thabor a-raok mont da weladenniñ an ilizoù hag ar c’hestell tro-war-dro.

Pebezh aergelc’h e Begerel ! Eus straed an Nezerezh da blasenn ar C’hoc’hu ez eus tiez e greunit eus ar 16vet, 17vet ha 18vet kantved. Miret o deus-holl o zres kaer. Kit gant straedigoù kammigellek ha dudius-kenañ ar gêr vihan neuziet-kaer-se e-pad un enderv. Kit da c’houde da bourmen e liorzh an Thabor, ul liorzh iskis-kaer anezhi. Savet eo bet al liorzh-se, deuet da vezañ ur milendall gant skalieroù ha mogerioùigoù, el lec’h ma oa ar c’hastell. Eus al lec’h-se e vezer sebezet gant ar maezioù a vez gwelet tro-war-dro.

Deuit amañ deomp al levrioù kozh !

Amañ ez eus levrdioù, aze ez eus stalioù keinerien pe vistri-skriverien … Kêr al levrioù eo Begerel. Bep bloaz, da vare Gouel bras al Levrioù a vez aozet da vare dibenn-sizhun Pask, e vez degemeret un engroeziad tud entanet ha gwerzherien levrioù-kozh. Adkavout a reer an hevelep aergelc’h enni hag an hini a vez e-pad an abadenn « La Fureur de lire », devezhioù aozet e miz Here er par broadel.

Versailhez vreizhek

Un droiad dre gastell Karadeg a erbeder deoc’h ober. Gant e bark, an hini ec’honañ eus Breizh, eo bet dleet dezhañ bezañ lesanvet « ar Versailhez vreizhek ». Gwez-ivin zo enni. E iliz giz c’hotek flammek zo moarvat unan eus ilizoù kaerañ ar vro. Kit e-barzh ! An nav gwerenneg bet graet er 16vet kantved a ya d’ober ul lec’h pinvidik anezhi.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

pe war roudoù ar Gwesklin

En em gavit, tud pitilh gant ar Grennamzer, e kastell Montmuran. Sebezus eo tourioù ar c’hastell, aveet gant balegoù-tarzhell ha difennet gant dorioù-gwinterezh ha daou bont-gwint. Amañ eo e voe marc’heget Beltram ar Gwesklin e 1354 hag e timezas gant Jeanne Laval 20 vloaz diwezhatoc’h.

Liens utiles

Office de tourisme du Pays de Bécherel