Beg Lokmazhe – Konk-Leon

Un abati gozh sklêrijennet gant un tour-tan

Foto 1 Beg Lokmazhe – Konk-Leon Foto 2 Beg Lokmazhe – Konk-Leon Foto 3 Beg Lokmazhe – Konk-Leon Foto 4 Beg Lokmazhe – Konk-Leon Foto 5 Beg Lokmazhe – Konk-Leon

Tornaodoù sonn skoet gant ar mor hag an avelioù, dismantroù un abati gozh e skeud ur mell tour-tan… Bamet e vezer gant al lec’h… E Beg Lokmazhe e hañval holl berzhioù dibar Breizh en em gavout. Nepell alese emañ porzh Konk-Leon a yeer ac’hano betek Enez-Eusa ha Molenez.

Hervez ar vojenn e vefe bet saveteet marc’hadourien eus Bro-Leon dre vurzhud hag int war-nes ober peñse er-maez ar beg-se p’edont o kerc’hat korf an abostol Mazhev. Er 6vet kantved e voe savet ar manati kentañ eno gant Tangi abalamour da reiñ bod da relegoù ar sant. Hiziv an deiz ne chom eus an abati nemet an talbenn roman, bolzoù maen ar c’heur ha gwaregoù-bolz an nev. It da vale eno da serr-noz. Da neuze e vez an abati en he c’haerañ ouzh sklêrijenn an tour-tan. A-dreñv emañ ar chapel Itron-Varia ar C'hras, enni ur mirdi bihan ma c’haller gwelet un toullad relegoù eus an abati gozh.

163 pazenn pelloc’h...

Dre gwenodenn-aod Beg Lokmazhe ez eer betek ar peulvanoù kristenaet. Kizellet ez eus bet pep a groaz warno, gant-se e vez graet “an Div Groaz” anezho. N’it ket kuit eus ar beg anez bezañ sellet ouzh ar vro diwar lein an tour-tan. Ret eo bezañ kalonek ! 163 pazenn zo da bignat betek krec’h met talvout a ra ar boan strivañ un tamm evit ar gwel kaer war kerreg ar Gozh Venec’h ha Chaoser ar Vein Zu !

Mont penn en inizi !

Nepell alese ez eer da Enez-Eusa ha da Volenez adalek Konk-Leon. Brudet eo ar porzh-se abaoe an 19vet kantved a-drugarez d’ar besketaerien grilhed-mor ha kranked-saoz. Diwar Beg Enez-Konk emañ ar gwel kaerañ war Konk-Leon hag inizi Molenez. Da noz eo un dudi sellet ouzh an tourioù-tan o strinkellikat er pelloù.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Anaout pelloc’h an tourioù-tan !

Gallout a reer dizoleiñ holl dourioù-tan ar c’hornad gant un hent touristel eus Brest da Vrignogan. Bez’ ez eus 17 anezho war an aod, 13 er mor, 85 tourell ha 204 balizenn war-neuñv... Peadra da vezañ badouellet. Gant mirdi an tourioù-tan hag ar balizennoù war Enez-Eusa e c’haller gouzout hiroc’h war istor ar savadurioù-se ha buhez o gwarded.