Lec'hioù digustum

  • La plage de la mine d'Or à Pénestin

    Traezhenn ar Min Aour

    Degemer mat e Pennestin, ur gêr gouronkañ dudius anezhi. Ouzhpenn un dek traezhenn bennak a draezh munut a-hed 25 kilometr war an aod... Stank eo spletoù al lec'hiad-se met gant tornaodoù melendu traezhenn ar Min Aour e viot hoalet. Kit d'ar red d'ober un dro du-hont !

    evit gouzout hiroc’h

  • Rue de Bécherel - Cité du livre (35)

    Begerel

    Degemer mat e Begerel. Ur gêr vihan hoalus enni straedigoù eus ar Grennamzer. Gant foar al levrioù kozh a vez aozet enni bep bloaz e vez desachet e-leizh a dud entanet ganti kerkoulz ha gwerzherien levrioù kozh ha levrierien. Kemerit amzer da lugudiñ war blasenn ar C’hoc’hu hag e liorzh an Thabor a-raok mont da weladenniñ an ilizoù hag ar c’hestell tro-war-dro.

    evit gouzout hiroc’h

  • Ile de Saint-Cado sur la rivière d'Etel, Belz

    Sant-Kado ha Stêr an Intel

    Unan eus lec’hioù kaerañ ar c’hornad eo enezennig Sant-Kado hag aber an Intel, anezhi ur pleg-mor hag en em gav meur a stêr enni. Mont a ra an istregi, ar gourinizi hag ar geunioù da dresañ ur gartenn-bost kaer-eston er mor diabarzh-se, 22 km2 dezhañ, etre an Oriant ha Gwened.

    evit gouzout hiroc’h

  • Pont-Aven (29)

    Pont-Aven

    Ar gêr vihan-se, tamolodet en aber c’hlasvezek an Aven, zo brudet gant skol al livourien, a oa bet Gauguin mestr anezhi. En ur bourmen a-hed an aber, en ur vont en tu all d’an treuzelloù, eo aes empentañ an arzourien pitilh gant ar dremmwelioù barzhonius ha gant skedusted ar porzh bihan.

    evit gouzout hiroc’h

  • Sillon de Talbert 1

    Erv an Talberzh

    N’eo nag un touell nag ur chaoser mogeriet dleet d’ur Vauban ekologour ha trelatet. Un dra dibaot eo a-fed douaroniezh, un nemedenn eston en natur a laka emgav ganeoc’h evit bale a-rez an dour hag ar plant gwarezet. Ur baradoz evit ar besketaerien war-droad eo al lec’hiad mojennel-se ivez.

    evit gouzout hiroc’h

  • Détails de la cathédrale de Dol de Bretagne

    Dol (ha Menez-Dol)

    Kêr eskobel gozh Dol, ur gêr war dreuzoù Breizh, a zispak he zeñzorioù savouriezh d’ar weladennerien. Iliz-veur sant Samzun, fleurenn ar stil gotek breizhek, tiez eus ar Grennamzer… Testenioù eus ar savouriezh met ivez ur gwel hep e bar war bae Menez-Mikael-ar-Mor a-bezh eus lein Menez-Dol.

    evit gouzout hiroc’h

  • Pointe Saint-Mathieu

    Beg Lokmazhe

    Tornaodoù sonn skoet gant ar mor hag an avelioù, dismantroù un abati gozh e skeud ur mell tour-tan… Bamet e vezer gant al lec’h… E Beg Lokmazhe e hañval holl berzhioù dibar Breizh en em gavout. Nepell alese emañ porzh Konk-Leon a yeer ac’hano betek Enez-Eusa ha Molenez.

  • Maison des douaniers de Kerlouan

    Kerlouan

    E-kreiz Bro-Bagan emañ Kerlouan. Plijout a ra d'an dud gant he zevennoù geotek hag an aergelc'h dibar a zo enni. A-dreñv pezhioù reier o stumm iskis e c'haller gwelet ur gêriadenn he zoennoù soul savet gant ar besketaerien, hag a zo chomet ken kaer ha gwechall. It d'ober un tamm tro dre an aod hag he c'herreg bras.

  • Port abandonné (ou "port relique") de Rohars, près de Lavau-sur-Loire (44)

    Gwal-Liger hag an aber

    N’eo ket al Liger ur stêr-veur ken sioul ha ma soñj d’an dud. Gouez eo ha ne baouez ket da sebeziñ an dud gant he redoù, hec’h enezennoù, he reuzeulennoù traezh… War c’hlann dehou hec’h aber, ar c’hlann « vreizhekoc’h » a hed anezhi, emañ o’n em silañ etre pradoù heveuz ha korzegoù betek porzh digustum Gwal-Liger.

    evit gouzout hiroc’h

  • Vannerie à Rochefort-en-terre

    Roc’h-an-Argoed

    Unan eus «  Kêrioù bihan neuziet-kaer » kaerañ Breizh ez eo moarvat Roc’h-an-Argoed. Pediñ a ra ac’hanoc’h d’ober ur veaj en amzer. Sellit pegen brav eo he ramparzhioù, he c’hastell hag hec’h annezoù kozh ! Kêr bleuniet-kaer, zo birvilh enni a-hed ar bloaz gant he boutikloù brav, he falieroù hag he stalioù artizaned arz.

    evit gouzout hiroc’h

  • Blavet_rivière_édifices Bieuzy, Chapelle Saint-Gildas, vue générale

    Sant Geltaz ha chapelioù ar Blavezh

    Flondrenn ar Blavezh, a dreuz bro Pondi ag an norzh d’ar c’hreisteiz, a ginnig un ardremez glazvezek dudius-meurbet. Met ar chapelioù hag ar feuteunioù a-leizh eo dreist-holl zo danvez ur sell enno. Kement a lec’hiadoù sakr a bed ac’hanoc’h da veajiñ. Yao !

    evit gouzout hiroc’h

  • Les marais salants à Guérande (44)

    Gwenrann

    Gant he mogerioù kreñv eo heñvel a-walc’h Gwenrann ouzh ur seurt “Carcassona ar c’hornôg”. A-dreñv ar gouriz maen-se avat e weler splann, gant toennoù maen-glas an tiez kozh, emañ ar gêr arz hag istor-se e Breizh. Dont a ra he finvidigezhioù diwar ar paludoù-holen, anezho lec’hioù strobinellus ha lintrus.

    evit gouzout hiroc’h

  • Clisson (44)

    Klison

    Villae giz Toskana, gwaregoù ha kinkladurioù gant brikennoù, kolonnegoù war valir, gwez-olivez o delioù o vordrouzal war ar savennoù, roz ha gwiniegi o fiñval war an treilhennoù, kloc'htioù karrez toet gant teol ront... Daoust hag en Italia e vefec'h ? N'emaoc'h ket avat, Sevr Klison an hini zo o lufrañ e deun an draonienn.

    evit gouzout hiroc’h

  • île louët et château du Taureau, Carantec (29)

    Karanteg ha Bae Montroulez

    Etre Leon ha Treger emañ bae Montroulez, ul lec'h kaer ur bern enezennoù bras pe bihan strewet ennañ . Er bloavezhioù 1900 e oa diouzh ar c'hiz, e-touez an arzourien, bezañ e gourenez Karanteg. Ne c'haller ket komz eus al lec'h-se anez komz ivez eus Enez Kalod a yeer betek enni war droad pa vez izel ar mor. It da welet an oufoù traezh findudius a gaver enni, plijet e viot, sur ha neket marteze !

    evit gouzout hiroc’h