Sant-Maloù

Dao da gêr ar gourserien !

Foto 1 Sant-Maloù Foto 2 Sant-Maloù Foto 3 Sant-Maloù Foto 4 Sant-Maloù Foto 5 Sant-Maloù

Evel ul lestr maen emañ Sant-Maloù e beg ar Renk, sonn ha lorc'het he mogerioù-kreñv a-us an traezhennoù hag ar porzh. Dont a ra neuz dibar ar gêr diwar talbennoù an tiez hag an tourioù a zeu war wel a-ziadreñv ar ramparzhioù. Evit ober anaoudegezh gant kêr Sant-Maloù n'eus ket gwelloc'h eget an hent-ged a c'haller diwarnañ gwelet traoù dibar !

Ur gêr tud dizalc'h enni

Krouet e oa bet Sant-Maloù war un enezennig a-dal da Aled, ur porzh gal-ha-roman savet er c'hentañ kantved a-raok J.K. En 12vet e teuas ar gêr nevez da vezañ kêrbenn an eskopti e-plas Aled. Er 16vet kantved e loc'has Jakez Karter ac'halese evit mont da zizoleiñ Bro-Ganada, ha flodadoù pesketaerien a grogas da vont betek an Douar-Nevez. Berzh a reas ar gêr a-drugarez d'ar baramantourien a veze o bigi o redek war holl vorioù ar bed, hag i o vevañ dindan warez ar mogerioù-kreñv a voe kresket gant diskiblien Vauban. En 18vet e kendalc'has Sant-Maloù da vezañ brudet mat gras d'ar gourserien Duguay-Trouin ha Surcouf. Gwintet e veze standard ar gêr a-us banniel Frañs.

Mogerioù-kreñv degemerus

Pa reer tro ar ramparzhioù ez eer eus ur beg-moger betek un tour. Eus un tu emañ straedoù strizh ar gêr gloz, eus an tu all e weler an traezhennoù, ar porzh hag ar c'hreñvlec'hioù, traoù kaer an holl anezho. Eus dor Sant-Visant, a yeer tre e kêr dre enni, e weler al lennoù-porzh ha Sant-servan. Pa vezer etre begoù-moger Sant-Loeiz ha Sant-Fulup e c'haller sellet ouzh aber ar Renk hag ouzh Dinarzh. Emañ an traezhennoù hed-ha-hed ar ramparzhioù betek an tour Bidouane. Pa vez izel ar mor e vez dizolo an traezh betek Enez ar Be Vras hag Enez ar Be Vihan. An hini a ya war-zu ar c'hastell a wel aod vras an Erv oc'h en em astenn pell.

Er gêr gloz

E tu diabarzh ar mogerioù-kreñv ez eer da vale etre tiez uhel. Pa seller outo eo diaes soñjal ez eo bet adsavet an darn vrasañ anezho goude bombezadegoù 1944 ! Kerkent hag aet tre er gêr eo start chom hep mont d'azezañ war leurenn un ostaleri war blasenn Chateaubriand. A-raok ober un ehan avat e vo dav deoc'h mont da welet an tour Quic-en-Groigne, an ti Pélicot stummet evel kastell a-dreñv ul lestr, an Ostel Asfeld !

Kreñv eo ar c'hreñvioù eno !

Gallout a reer mont war droad, pa vez izel ar mor, betek al lec'hioù dibar m'emañ kreñv ar Be Vihan hag ar c'hreñv broadel. Diwar an enezennigoù-se ez eus ur gwel kaer-meurbet war 360°. War Enez ar Be Vras e c'hallot mont da welet bez Chateaubriand, ar skrivagner brudet genidik eus Sant-Maloù.

Kreñv kêr Aled hag an Tour Solidor zo savadurioù difenn all da vezañ gwelet e-maez kêr ha war an douar bras. Bez' ez eus ivez ur valeadenn gaer d'ober, pa loc'her eus Sant-Servan, a-dal d'ar Renk ha d'ar gêr gloz.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Echu eo da vat mare ar gourserien, daoust da se e talc'h tud Sant-Maloù d'ober war-dro "koursoù" dre gas an obererezhioù bageal war-raok. N'eo ket souezhus eta e vefe degemeret, er gêr-se, Hent ar Rom hag an dreizhadeg atlantel Kebek/Sant-Maloù.