Sant-Goustan

Ur garantez a lec’h-ehan

Foto 1 Sant-Goustan Foto 2 Sant-Goustan Foto 3 Sant-Goustan

E-ser tremen war bont an hent-tizh etre Gwened hag an Oriant e vez sachet an daoulagad gant ur porzhig bihan. Sant-Goustan, tamolodet e foñs un aber, a dreuz ar c’hantvedoù en ur virout e straedoùigoù pavezet, e bont maen, e diez o bannoù koad hag e gaeoù bev-buhezek. Gant he neuz voust e vez broudet an den da straniñ.

Houp !

Gwell eo deoc’h dilezel o seulioù uhel evit pourmen e Sant-Goustan. Evit kregiñ ganti e tiskenn skrampoù al Loc’h, savet war dismantroù ur c’hastell-kreñv, war-zu ar porzh. A-ziwar leurennoù disheoliet ar vali e lamm ar gwel war ar c’haeoù. Evit mont d’ar c’hlann livusañ e ranker treuziñ ar pont maen peder bolz eus an 13vet kantved. En-dro d’ar blasenn Sant-Salvour he favezioù baotet ez eus tiez pitaoded, dezho bannoù koad ha korbelloù. Mont a ra ar straedoùigoù war naou da arsailhiñ ar c’harter bordet gant talbennoù prenn kozh. Un neuz fur zo gant al lojeizoù eus ar 15vet hag eus ar 16vet kantved, a grog da gaimantal pa vez deuet an noz, e sarac’h leurennoù an tavarnioù.

Straed ar C’hastell, ur straed kaer anezhi, a bign war-zu kreiz-kêr a vremañ. Un nebeud kammigelloù etre ar boutikloù artizaned ha palieroù an arzourien a ra d’an hent bezañ c’hwekoc’h.

A-hed ar glad

A-raok ur bourmenadenn e Sant-Goustan, plijusoc’h e fin an devezh, e c’hallit mont a-hed stêr an Alre, anv a vez roet d’al Loc’h pa vez santet levezon ar mareoù ennañ. Tamolodiñ a ra ar c’hestell hag ar maneroù er fustailh hag e kleuz oufoù boemus. An darn vrasañ anezho a c’haller gwelet diwar ar stêr hepken, met lod a c’haller mont betek enno dre an hent. Ha ma’z afec’h e bourzh ur vag-ged evit mont a-hed ar glannoù ? 

An holl d’ar c’haeoù !

Ur geoded arz hag istor eo an Alre-Sant-Goustan, enni ur gêr uhel hag ur gêr izel, war glannoù al Loc’h. Er 14vet kantved e oa bet fichet ar c’haeoù. Ar porzh, abalamour d’al lec’h strategel m’emañ, a oa pinvidikaet er Grennamzer gant ar gwirioù savet war ar bigi.  Er 16vet hag er 17vet kantved, gant trafik ar gwin hag an edeier, e oa hennezh trede porzh Breizh. Dasseniñ a ra c’hoazh an eñvorennoù war an daroù greunit, ha degas a reont da soñj en doa aochet Benjamin Franklin amañ evit kejañ gant Loeiz XVI.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra a vez troet e Sant-Goustan ?

En Alre e oa penngarter Georges Cadoudal, penn Chouaned Breizh. Dleet e oa neuze da Philippe de Broca choaz ar gêr gozh evit meur a arvest eus e film "Chouans" !