Roazhon

Ur gêr arsav a bouez er c'hornôg !

Foto 1 Roazhon Foto 2 Roazhon Foto 3 Roazhon Foto 4 Roazhon Foto 5 Roazhon Foto 6 Roazhon Foto 7 Roazhon Foto 8 Roazhon

Roazhon, ur gêr meulet evit al lusk degaset enni gant ar skolioù-meur hag ar sevenadur, a unvan ar galon gant ar skiant evit en em reiñ d'ar stranerezh, d'ar blijadur pe d'ar souezh. E pleg ar straedoù istorel e vez sachet evezh ar weladennerien gant un talbenn meurdezus, un sal sonadegoù, ur preti diouzh ar c'hiz pe gant ur stal dizagn. Da ergerzhet a youl frank... ha gant ar metro !

Eus Asteriks d'an arzourien hardizh

Mont a ra eus ar mare ma voe diazezet Condate (kentañ kantved a-raok J.-K). d'ar mare ma oa bet krouet ar Maezioù Frank, un hollad savouriezh dibar bet savet gant Portzamparc ! Tro-dro d'an div blasenn roueel, hini Breujoù Breizh hag hini an Ti-kêr, ez eus tiez treustoù koad hag osteloù mod an Azginivelezh lerc'h-ouzh-lerc'h. Er straedoù pavezet en em ziskouez ar glad en e vravañ. Gant ar spered krouiñ zo o ren e kêr e vez merket levezonioù all er mozaikoù arz kinklañ gant Odorico pe e liorzh an Thabor. Lec'hioù bev atav !

E-kreiz an istor

Kit er straedigoù hag er porzhioù : ar gêr gozh a ziskouez he braventez pa vez sellet ouzh he skalieroù hag he fondalezioù a-istribilh. Anavezout a reot an tiez treustoù koad, korbellet-kaer, eus ar 15vet kantved, hag an tiez savet kalz diwezhatoc'h, gant talbennoù a-serzh. Straedoù, ken brav ha ken bev, gant tarvanioù ha savennoù enno : ar straed Sant-Salver, straed ar Chabistr,  ar Blasenn Maez Jakez, ar straed Sant-Mikael... Palez Breujoù Breizh, lidusoc'h ha splannoc'h, a laka anat war wel e oad krog d'ober gant un arz roueel er 17vet kantved. Adsavet e oa bet ar savadur hollgaer-se goude ma oa bet pulluc'het gant an tan, ur spont, e 1994. Ar bennoberenn anezhañ eo ar Gambr Vras.

 Ur gêr pop hag « happy chic »

Amañ eo lec’h ar plijadurioù. Pe e yafe an den dezhañ en un doare distenn pe en un doare bo-bo, Marc'had al Lisoù, unan eus bravañ marc'hadoù Frañs, zo leun-barr a livioù hag a saourioù. Menam menam, debriñ istr e kompagnunezh tud all war ur savenn a-dal d'ar C'hoc'hu ! Evit aveliñ e benn, netra gwelloc'h eget Liorzh an Thabor zo war un dro ul liorzh giz Bro-C'hall, ul liorzh louzawouriezh, ur rozeg hollgaer ha tavarn-diskouezadegoù an Orañjezeg.

Ar boutikloù trendy ha stalioù ar grouerien veur, muioc’h diouzh spered kêr, a laka ar shopping da dreiñ da abadenn ma chomer bamet dirak kement a draoù kaer.

Goude ober un ehan en ur davarn-saloñs pe ur pub e c’haller mont da zebriñ e pretioù e-lec'h ma vez servijet boued a-feson eus ar vro. Kenderc'hel a reer da c'houde da c’hoari las e-barzh un davarn sonadeg pe ur voest-noz e kreiz-kêr. Un died-hud, zo bet kavet gant Roazhoniz war a seblant !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Heuliañ a reot al lusk ?

Roazhon zo ur gêr rock ha pop. Gant an Transmusicales e vez graet anaoudegezh bep bloaz gant arzourien nevez. Björk pe Nirvana zo bet e-touez an arzourien-se. Gant Abadennoù ar Serr-noz, poblek-kenañ, e vez mesket an arzoù-straed, sonerezh... .