Ploumanac'h
Baleadenn e kalonenn aod ar Vein Ruz






Ploumanac'h, ur gêr gouronkañ eus Aodoù-an-Arvor, zo brudet evit he reier maen ruz. Berniadoù bras a vein kizellet gant ar mor hag an avel, a ginnig d'ar weladennerien gweledvaoù hogos diwirion. Ul lec'hiad naturel en e gaerañ
Etre traezhennoù Traezhtraou ha Sant-Gireg, ar melloù mein eus Ploumanac'h zo anavezet e pevar c'horn ar bed. En tu all da 300 milion a vloavezhioù int hag en em astenn a reont war ouzhpenn 25 hektar evit stummañ ur c'hinkladur meurdezus. El lec'hiad-se, rummet glad broadel ha perc'hennet gant Mirva an arvor, e vez degemeret ouzhpenn ur milion a weladennerien ar bloaz. Un arsav eo, a-dra-sur, ne c'hallit ket c'hwitañ pa viot oc'h ober ur chomadenn er rannvro.
Bloc'hoù mein iskis
Deuet eo ar gêriadenn-se, e-lec'h ma’z eus bet pesketaerien o chom hag a zo stag ouzh kêr Berroz-Gireg, da vezañ ul lec'h a bouez evit an touristerezh. A-bell e teuer da vamañ ouzh ar ganienn roc'hellek-se ma c’haller gwelet stummoù iskis. Tog Napoleon, gedig an amourouzien, kabell-touseg... Ha c'hwi a ouio anavezout anezho ? Ar re vrasañ zo ouzhpenn 20 m a uhelder.
Gwiskit ho potoù sport en ho treid
Gwenodenn ar valtouterien, a voe digoret e 1907, zo an hentad dibarañ d'ober anaoudegezh gant beg Ploumanac'h hag e vloc'hoù mein sebezus zo bet stummet gant an natur. Kontit ur penn-devezh war-droad evit mont gant an droiad-se, zo sellet outañ evel unan eus lec'hiadoù bras naturel ar rannvro evel Kab Frehel pe Beg ar Raz. Pa ya an heol da guzh e teu roz ar greunit da vezañ orañjez an arlivioù anezhañ. Ur gwel hollgaer.
